Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 6:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Mibien ar brofeded a lavaras da Elizea: Setu, al lec'h ma'z omp azezet dirazout a zo re enk evidomp.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 6:1
15 Iomraidhean Croise  

Neuze un den a-douez mibien ar brofeded a lavaras d'e genseurt, war urzh an AOTROU: Sko warnon, mar plij! Met ne fellas ket dezhañ skein warnañ.


Pa welas anezhañ mibien ar brofeded a oa e Jeriko, a-dal, e lavarjont: Emañ bremañ spered Elia war Elizea. Hag e teujont en arbenn dezhañ, hag e stoujont d'an douar dirazañ.


Mibien ar brofeded a oa e Betel a zeuas da gavout Elizea, hag e lavarjont dezhañ: Ha gouzout a rez ez a hiziv an AOTROU da lemel da vestr a-us da'z penn? Hag e lavaras: Gouzout a ran, chomit peoc'h.


Mibien ar brofeded a oa e Jeriko a dostaas ouzh Elizea, hag e lavarjont dezhañ: Ha gouzout a rez ez a hiziv an AOTROU da lemel da vestr a-us da'z penn? Hag e lavaras: Gouzout a ran, chomit peoc'h.


Hanter-kant den a-douez mibien ar brofeded a zeuas hag en em zalc'has pell a-dal. O-daou a chomas en o sav e-kichen ar Jordan.


Un intañvez, a-douez gwragez mibien ar brofeded, a grias da Elizea o lavarout: Da servijer va gwaz a zo marv, ha gouzout a rez penaos e touje da servijer an AOTROU. Hag ar c'hredour a zo deuet da gemer va daou vugel, evit ma vint sklaved.


Elizea a zistroas da C'hilgal. Bez' e oa un naonegezh er vro. Mibien ar brofeded a oa azezet dirazañ, hag e lavaras d'e servijer: Laka ar pod bras, ha poazh ur soubenn evit mibien ar brofeded.


Deomp eta betek ar Jordan, hag e kemerimp ac'hano pep hini un treust, hag e savimp du-hont ur chomlec'h. Eñ a respontas: Kit.


Da lamet en defe er-maez eus genoù an anken, er frankiz, pell eus pep enkrez, da daol a vefe bet kempennet, goloet a zruzoni,


o deus mouget nerzh an tan, o deus en em ziwallet diouzh troc’h ar c’hleze, o deus yac’haet eus o c’hleñvedoù, int bet didrec’hus er brezel, o deus lakaet war dec’h armeoù estrañjour.


Mibien Jozef a gomzas ouzh Jozue o lavarout: Perak ec'h eus roet din da hêrezh ul lodenn hepken, pa'z on ur bobl niverus, en deus benniget an AOTROU betek-henn?


Hag en em astenne harzoù mibien Dan pelloc'h. Mibien Dan a bignas hag a vrezelas ouzh Leshem, hag e kemerjont anezhi, hag e skojont warni gant troc'h ar c'hleze, hag e perc'hennjont anezhi, hag e voent o chom enni, hag e c'halvjont Leshem Dan, diwar anv Dan o zad.


Saül a gasas tud da dapout David, hag e weljont ur vodadeg brofeded o profediñ, ha Samuel en e sav a rene warno. Spered Doue a zeuas war ar re gaset gant Saül, hag e profedjont ivez.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan