Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 5:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Pa ouezas Elizea den Doue, en doa roget roue Israel e zilhad, e kasas da lavarout d'ar roue: Perak ec'h eus roget da zilhad? Ra zeuio bremañ da'm c'havout, hag e ouezo ez eus ur profed en Israel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 5:8
14 Iomraidhean Croise  

Ha David a lavaras da Joab ha d'an holl bobl a oa gantañ: Rogit ho tilhad hag en em c'hourizit gant seier, ha dougit kañv da Abner. Hag ar roue David a gerzhas war-lerc'h an arched.


Met komz an AOTROU a voe disklêriet da Shemaja, den Doue, o lavarout:


Ar vaouez a lavaras da Elia: Anavezout a ran bremañ ez out un den Doue, hag ez eo ar wirionez komz an AOTROU ez kenoù.


Hag e respontjont: Un den a zo pignet en arbenn deomp hag en deus lavaret deomp: Kit, distroit da gavout ar roue en deus ho kaset, ha lavarit dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Ha n'eus Doue ebet en Israel, pa gasez da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron? En abeg da-se, ne ziskenni ket diwar ar gwele ma'z out pignet warnañ, met a-dra-sur e varvi.


Neuze e tistroas da gavout den Doue, gant an holl re a oa gantañ, hag en em zalc'has dirazañ hag e lavaras: Setu ec'h ouzon bremañ n'eus Doue ebet war an douar holl, nemet en Israel. Bremañ mar plij ganit, degemer un donezon a-berzh da servijer.


Lavarout a reas d'he mestrez: Mar befe va aotrou dirak ar profed a zo e Samaria, e parefe anezhañ raktal eus e lorgnez!


Adalek ma lennas roue Israel al lizher, e rogas e zilhad hag e lavaras: Hag ez on Doue evit ober mervel pe vevañ, evit ma tegas hemañ etrezek ennon da yac'haat un den eus e lorgnez? Dre-se, gouezit ha gwelit ne glask nemet un digarez a-enep din.


Naaman a zeuas eta gant e gezeg hag e garr, hag en em zalc'has ouzh dor ti Elizea.


Ha da holl servijerien, ar re a zo aze, a ziskenno da'm c'havout hag a stouo dirazon o lavarout: Kae kuit, te hag an holl bobl a zo war da lerc'h! Ha goude-se, me a yelo kuit. Moizez, droug ennañ, a guitaas ti Faraon.


Pe e selaouint, pe ne raint ket, rak un ti disent ez int, e ouezint koulskoude ez eus ur profed en o zouez.


Jakob a dec'has da vro Siria, Israel a servijas evit ur vaouez, hag evit ur vaouez e vêsaas loened.


Me a lavar deoc’h-c’hwi, paganed: O vezañ abostol ar baganed, e roan gloar da’m ministrerezh,


Hag ar mevel a lavaras dezhañ: Setu, bez' ez eus en gêr-mañ un den Doue, un den enoret, ha kement a lavar a c'hoarvez. Eomp d'e gavout bremañ, marteze e tesko deomp an hent hon eus da vont gantañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan