Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 5:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Adalek ma lennas roue Israel al lizher, e rogas e zilhad hag e lavaras: Hag ez on Doue evit ober mervel pe vevañ, evit ma tegas hemañ etrezek ennon da yac'haat un den eus e lorgnez? Dre-se, gouezit ha gwelit ne glask nemet un digarez a-enep din.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 5:7
19 Iomraidhean Croise  

Kounnar Jakob en em danas a-enep Rachel hag e lavaras: Ha bez' on-me e-lec'h Doue, an Hini n'en deus ket roet dit a frouezh?


Ruben a zistroas d'ar puñs-glav ha setu, Jozef ne oa ket ennañ. Regiñ a reas e zilhad


Jozef a lavaras: N'ho pez ket aon, ha bez' on-me e lec'h Doue?


Neuze David a gemeras e zilhad hag o rogas. An holl dud a oa gantañ a reas heñvel.


Neuze roue Israel a c'halvas holl henaourien ar vro hag a lavaras: Eveshait mar plij, gwelit penaos an den-se ne glask nemet droug. Kaset en doa da'm c'havout, evit kaout va gwragez, va mibien, va arc'hant ha va aour, ha ne'm boa ket o nac'het outañ.


Sellout a reas, ha setu, ar roue a oa en e sav e-kichen ar golonenn, hervez ar c'hiz, hag ar pennoù hag an trompilhoù a oa e-kichen ar roue. Holl bobl ar vro a oa oc'h en em laouenaat, hag e soned gant an trompilhoù. Neuze Atalia a rogas he dilhad hag a lavaras: Iriennad! Iriennad!


Hag Eliakim mab Hilkija, merour ar palez, Shebna ar skrib ha Joak mab Azaf an diellour, a zistroas da gavout Ezekiaz, o dilhad roget, hag e lavarjont dezhañ komzoù Rabshake.


Hag e teuas da gavout roue Israel gant al lizher, e-lec'h ma oa lavaret: Bremañ, pa en em gavo al lizher-mañ ganit, e ouezi em eus kaset dit Naaman va servijer, evit ma yac'hai anezhañ eus e lorgnez.


Ar roue hag e holl servijerien ne voent ket spontet pa glevjont an holl gomzoù-se, ha ne rogjont ket o dilhad.


Ar pezh a c'houlenn ar roue a zo diaes-kenañ, n'eus den hag a c'hellfe diskuliañ anezhañ, nemet an doueoù, met o chomlec'h n'emañ ket e-touez ar c'hig.


Deuit, distroomp d'an AOTROU. Rak roget en deus, met yac'haat a raio ac'hanomp, skoet en deus, met lienañ a raio hor goulioù.


Jozue mab Nun ha Kaleb mab Jefune, a-douez ar re o doa spiet ar vro, a rogas o dilhad,


Neuze ar beleg-meur a rogas e zilhad en ur lavarout: Touet en deus! Da betra hon eus mui ezhomm a destoù? Setu, klevet hoc’h eus e ledoued.


o stignañ pechoù dezhañ hag o klask pakañ un dra bennak eus e c’henoù, evit e damall.


Met an ebestel Barnabaz ha Paol, o vezañ anavezet kement-se, a rogas o dilhad hag a redas e-kreiz an engroez, o krial:


Ma vijent fur, e komprenjent kement-mañ, hag e soñjjent er pezh a c'hoarvezo ganto d'an diwezh.


Gwelit bremañ penaos eo me va-unan eo me, ha penaos n'eus doue all ebet nemedon. Me a ra mervel ha bevañ, me a c'hloaz hag a yac'ha, ha n'eus den hag a c'hell dieubiñ eus va dorn.


An AOTROU a ra mervel hag a ra bevañ. Eñ a ra diskenn d'al lec'h ar marv hag a ra da zont er-maez.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan