Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 5:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Ra fello d'an AOTROU pardoniñ kement-mañ da'z servijer: pa'z aio va mestr da di Rimmon evit stouiñ eno, ha ma en em harpo war va dorn, me a stouo e ti Rimmon. Ra fello d'an AOTROU pardoniñ da'z servijer, pa stouin e ti Rimmon.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 5:18
9 Iomraidhean Croise  

Met miret em eus seizh mil den en Israel, an holl c'hlinoù n'o deus ket pleget dirak Baal, hag an holl c'henaouioù n'o deus ket poket outañ.


An AOTROU en doa graet ganto un emglev ha roet dezho ar gourc'hemenn-mañ: Ne zoujot ket doueoù all, ne stouot ket dirazo, ne servijot ket anezho, ha ne aberzhot ket dezho.


Ar roue en doa lakaet an ofiser ma en em harpe war e zorn da ziwall an nor. Ar bobl a frikas anezhañ e-tal an nor, hag e varvas, evel m'en doa lavaret den Doue, pa gomze ouzh ar roue a oa diskennet d'e gavout.


An ofiser ma en em harpe ar roue war e zorn, a respontas da zen Doue o lavarout: Pa rafe an AOTROU prenestroù en neñvoù, hag e c'hoarvezo kement-se? Elizea a lavaras: Setu, e welout a ri gant da zaoulagad, met ne zebri ket diouto.


ne stoui ket dirazo ha ne serviji ket anezho, rak me eo an AOTROU da Zoue, un Doue gwarizius a gastiz direizhder an tadoù war ar vugale betek an trede hag ar pevare rumm eus ar re a gasa ac'hanon,


En deizioù-se, en amzer-se, eme an AOTROU, e vo klasket direizhder Israel, met ne vo ket kavet, ha pec'hedoù Juda, ha ne vint ket kavet, dre ma pardonin d'ar re am bo lezet e nemorant.


ha red ar froudoù, a zo war-zu al lec'h ma emañ Ar, hag a harp ouzh harzoù Moab."


n'en em veskot ket d'ar vroadoù-se a zo chomet en ho touez, ne reot ket meneg eus anvioù o doueoù, ne lakaiot den da douiñ drezo, ne servijot ket anezho, ne stouot ket dirazo.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan