Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 5:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Elizea a respontas: An AOTROU en em zalc'han dirazañ a zo bev! Ne gemerin netra. Naaman a zalc'has anezhañ da gemer, met ne fellas ket dezhañ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 5:16
15 Iomraidhean Croise  

Met an den Doue a lavaras d'ar roue: Pa rofes din un hanter eus da di, n'in ket ganit, ha ne zebrin ket bara ha n'evin ket dour el lec'h-mañ.


Elia an Tishbiad, unan eus annezidi Galaad, a lavaras da Akab: Bev eo an AOTROU Doue Israel, en em zalc'han dirazañ! E-pad ar bloavezhioù-mañ ne vo na glizhenn na glav, nemet da'm c'homz.


Met Elia a lavaras: AOTROU an armeoù, en em zalc'han dirazañ, a zo bev! A-dra-sur en em ziskouezin hiziv da Akab.


Neuze Elizea a lavaras: AOTROU an armeoù, en em zalc'han dirazañ, a zo bev! Ma ne vefe ket abalamour da Jozafad roue Juda, ne rafen van ebet ouzhit.


Neuze Gehazi, servijer Elizea den Doue, a lavaras: Setu, va mestr en deus espernet Naaman ar Siriad, ha n'en deus ket degemeret eus e zorn ar pezh en doa degaset. An AOTROU a zo bev! Me a redo war e lerc'h, hag em bo un dra bennak digantañ.


Met lavarout a reas dezhañ: Va c'halon, ha ne oa ket aet aze, el lec'h ma tiskennas an den-se diwar e garr da'z kavout? Hag emañ an amzer da gemer arc'hant, da gemer dilhad, gwez-olivez, gwini, deñved, ejened, servijerien ha servijerezed?


Neuze Daniel a respontas, o lavarout dirak ar roue: Ra chomo da brofoù ganit, ha ro da zonezonoù da unan all, koulskoude e lennin ar skrid d'ar roue hag e roin dezhañ e zisklêriadenn.


Yac’hait ar re glañv, glanait ar re lovr, adsavit ar re varv da vev, kasit kuit an diaouled. Resevet hoc’h eus evit netra, roit evit netra.


An holl draoù a zo aotreet din, met n’int ket holl talvoudus. An holl draoù a zo aotreet din, met n’en em lakain sklavour dindan hini.


Setu, evit an trede gwech on prest da vont d’ho kavout ha ne viot ket bec’hiet ganin, rak n’eo ket ho madoù a glaskan, c’hwi hoc’h-unan eo. Evit gwir, n’eo ket ar vugale a dle dastum evit an tadoù, met an tadoù evit ar vugale.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan