Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 5:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Met e servijerien a dostaas hag a lavaras dezhañ: Va zad, mar en defe ar profed lavaret dit un dra diaes, na'z pefe ket graet? Pegement muioc'h pa lavar dit: En em walc'h hag e vi glan.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 5:13
31 Iomraidhean Croise  

Pa welas anezho roue Israel, e lavaras da Elizea: Va zad, ha skeiñ a rin, ha skeiñ a rin?


Me a lavaras dezhañ: Aotrou, te a oar. Hag e lavaras din: Bez’ int ar re a zo deuet eus an trubuilh bras, gwalc’het o deus o saeoù ha gwennet anezho e gwad an Oan.


Evel ma oa klañv Elizea gant ar c'hleñved a varvje, Joaz roue Israel a ziskennas hag a ouelas war e zremm, en ur lavarout: Va zad! Va zad! Karr Israel hag e varc'hegiezh!


Elizea, o sellout outañ, a grie: Va zad! Va zad! Karr Israel hag e varc'hegiezh! He ne welas ken anezhañ. Hag o kregiñ en e zilhad, o rogas e daou damm.


Hag ar skeudenn a gement-se, ar vadeziant, nann an hini a lam kuit saotroù ar c’horf met ar c’hoant start eus ur goustiañs vat dirak Doue, a zeu d’hor saveteiñ bremañ dre adsavidigezh Jezuz-Krist a varv.


tostaomp gant ur galon wirion hag ur fiziañs leun a feiz, o kaout ar c’halonoù glanaet eus loustoni ur goustiañs fall hag ar c’horf gwalc’het gant dour pur.


en deus hor salvet, nann abalamour d’an oberoù a reizhder hor bije graet, met hervez e drugarez, dre walc’hadenn an eil c’hinivelezh ha dre nevezidigezh ar Spered-Santel,


Ha bremañ, perak e taleez? Sav, bez badezet ha bez gwalc’het eus da bec’hedoù en ur c’hervel anv an Aotrou.


Pa ho pefe zoken dek mil mestr e Krist, n’ho pefe ket meur a dad, rak me eo an hini en deus ganet ac’hanoc’h e Jezuz-Krist dre an Aviel.


Met Doue en deus dibabet an traoù foll eus ar bed evit mezhekaat ar re fur, Doue en deus dibabet an traoù dister eus ar bed evit mezhekaat ar re nerzhus,


Rak evel ma n’en deus ket ar bed, dre ar furnez-se, anavezet Doue e furnez Doue, ez eo bet plijet gant Doue salviñ ar gredourien dre follentez ar prezeg.


Pêr a lavaras dezhañ: Biken ne walc’hi va zreid din. Jezuz a respontas dezhañ: Ma ne walc’han ket ac’hanout, ne’c’h eus ket lod ganin.


Na c’halvit den war an douar ho tad, rak unan hepken eo ho Tad, an hini a zo en neñvoù.


Ur mab a enor e dad, hag ur servijer a enor e vestr. Mard on tad, pelec'h emañ an enor a zo din? Mard on mestr, pelec'h emañ an aon a zo dirazon? eme AOTROU an armeoù deoc'h-c'hwi, aberzhourien a zispriz va anv, hag a lavar: E petra hon eus disprizet da anv?


En em walc'hit, en em naetait, lamit a-zirak va daoulagad drougiezh hoc'h oberoù, ehanit d'ober fall,


Setu, en direizhder ez on bet stummet, ha va mamm he deus va c'hoñsevet er pec'hed.


Pa zeuas Natan ar profed d'e gavout, goude ma voe aet David war-zu Bat-Sheba.


Hazael a yeas d'e gavout, o vezañ kemeret gantañ profoù, eus ar re wellañ a oa e Damask, bec'h daou-ugent kañval. Dont a reas eta da gavout Elizea, hag e lavaras dezhañ: Da vab Ben-Hadad roue Siria en deus va degaset da'z kavout evit lavarout dit: Hag ec'h adsavin eus ar c'hleñved-mañ?


Elizea a gasas ur c'hannad da lavarout dezhañ: Kae, en em walc'h seizh gwech er Jordan, ha da gig a zistroio dit hag e vi glan.


Lavarout a reas d'he mestrez: Mar befe va aotrou dirak ar profed a zo e Samaria, e parefe anezhañ raktal eus e lorgnez!


E servijerien a lavaras dezhañ: Setu bremañ hon eus klevet eo rouaned ti Israel rouaned truezus. Lakaomp seier war hon divgroazell ha kerdin ouzh hor pennoù, hag eomp da gavout roue Israel. Marteze e savetaio da ene.


Servijerien roue Siria a lavaras dezhañ: O doue a zo un doue a venezioù, hag en abeg da-se ez int bet kreñvoc'h egedomp. Met greomp brezel a-enep dezho er blaenenn, hag a-dra-sur e vimp kreñvoc'h egeto.


En lakaas da bignat war e eil karr, hag e veze kriet a-raok dezhañ: D'an daoulin! En lakaas da vestr war holl vro Ejipt.


hag e lavaras dezhañ: Kae hag en em walc’h e stank Siloa, da lavarout eo: Kaset. Mont a reas di eta, en em walc’has, hag e teuas o welout sklaer.


Sell, va zad, sell ouzh pastell da vantell a zo em dorn. Peogwir em eus troc'het pastell da vantell ha ne'm eus ket lazhet ac'hanout, gouez hag anavez n'eus ennon na drougiezh na dislealded, ha ne'm eus ket pec'het a-enep dit. Ha te a red war-lerc'h va ene evit e dapout!


Ha ne fellas ket dezhañ, hag e lavaras: Ne zebrin ket. Met e servijerien, hag ar vaouez ivez, a zalc'has warnañ, hag e sentas outo. Sevel a reas eus an douar hag ec'h azezas war ar gwele.


Saül a lavaras d'e vevel: Lavaret mat ec'h eus, deus, eomp! Hag ez ejont d'ar gêr ma oa an den Doue enni.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan