Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 5:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Naaman a fuloras, hag ez eas kuit en ur lavarout: Setu e soñje ennon va-unan: Dont a raio etrezek ennon, en em zerc'hel a raio aze, gervel a raio anv an AOTROU e Zoue, astenn a raio e zorn war ar gouli, hag e pareo al lovreg.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 5:11
19 Iomraidhean Croise  

Met bremañ rent e wreg d'an den-se, rak ur profed eo; pediñ a raio evidout hag e vevi. Met ma ne rentez ket anezhi, gouez penaos e varvi a-dra-sur, te ha kement a zo dit.


Mont a reas eta a-digantañ, hag e serras an nor warni ha war e vibien. Int a zegase al listri dezhi, hag hi a skuilhe enno.


Elizea a gasas ur c'hannad da lavarout dezhañ: Kae, en em walc'h seizh gwech er Jordan, ha da gig a zistroio dit hag e vi glan.


Ha n'eo ket gwelloc'h stêrioù Damask, an Abana hag ar Parpar, eget holl zoureier Israel? Ha ne c'hellfen en em walc'hiñ enno ha dont da vezañ glan? Evel-se e tistroe, ha droug bras ennañ.


rak belbi ar re eeun o lazh, ha dibrederi ar re ziboell o c'holl.


Al lorc'h ne daol nemet stourmadegoù, met gant ar re a gemer kuzul emañ ar furnez.


Na vez ket fur dirak da zaoulagad da-unan, douj an AOTROU ha distro diouzh an droug,


Gwir eo Aotrou, emezi, met ar chas bihan a zebr ar bruzun a gouezh eus taol o mestroù.


Goude bezañ klevet ar c’homzoù-se, an den yaouank a yeas gwall drist, rak madoù bras en doa.


Ar c’hantener a respontas: Aotrou, n’on ket dellezek e teufes dindan va zoenn, met lavar ur ger hepken ha va mevel a vo yac’haet.


Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, ha piv bennak en em izela a vo uhelaet.


E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a zegemer an hini am bo kaset a zegemer ac’hanon, hag an hini a zegemer ac’hanon a zegemer an hini en deus va c’haset.


Jezuz a lavaras dezhañ: Ma ne welit ket a sinoù hag a vurzhudoù, ne gredit ket.


Lakait evezh na zisprizfec’h an hini a gomz ouzhoc’h, rak ma ne dec’has ket ar re a zisprizas an hini a alie anezho war an douar, pegen diaesoc’h c’hoazh e vo deomp tec’hout mar troomp kein d’an hini a gomz deomp eus an neñvoù,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan