Hag ez eas da vammenn an doureier, hag e taolas holen enni en ur lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Yac'haet em eus an doureier-mañ, ha ne vint ken kiriek na da varv na da zifrouezhidigezh.
Hag e tistroe, hag e kerzhe dre an ti amañ hag ahont, hag e pigne hag ec'h astenne c'hoazh warnañ. Da ziwezhañ ar bugel a strevias seizh gwech, hag ar bugel a zigoras e zaoulagad.
Naaman a fuloras, hag ez eas kuit en ur lavarout: Setu e soñje ennon va-unan: Dont a raio etrezek ennon, en em zerc'hel a raio aze, gervel a raio anv an AOTROU e Zoue, astenn a raio e zorn war ar gouli, hag e pareo al lovreg.
Neuze e tiskennas hag en em soubas seizh gwech er Jordan, hervez komz den Doue, hag e gig a zistroas dezhañ heñvel ouzh kig ur bugel bihan, hag e voe glan.
Moizez a yeas kuit, a zistroas da gavout Jetro e dad-kaer hag a lavaras: Ma ez in kuit, me az ped, ma tistroin da gavout va breudeur a zo en Ejipt evit gwelout hag int a zo c'hoazh bev. Jetro a lavaras da Voizez: Kae e peoc'h!
Pa vo aet kuit ar gouli diouzh an dilhad pe diouzh ar steuñvenn pe diouzh an anneuenn pe diouzh an dra bennak a groc’hen, goude ma vo be gwalc’het, neuze e vo gwalc’het un eil gwech, hag e vo glan.
Kemer a raio ar c’hoad sedrez, ar sikadez, ar ruz-moug hag al labous bev, hag e soubo anezho e gwad al labous lazhet a-us d’an dour bev. Ober a raio ar sparfadur seizh gwech war an ti.
Kemer a raio eus gwad ar c’hole, hag e sparfo anezhañ gant e viz war c’horre al lec’h-a-drugarez, etrezek ar sav-heol. Dirak al lec’h-a-drugarez e raio sparfadur eus ar gwad seizh gwech gant e viz.
An den glan a raio sparfadur war an hini dic'hlan d'an trede deiz ha d'ar seizhvet deiz, hag e c'hlanaat a raio d'ar seizhvet deiz. Hag e kanno e zilhad hag en em walc'ho en dour, glan e vo d'an noz.
rak un ael a ziskenne er stank a amzer-da-amzer hag a gemmeske an dour. Hag an hini kentañ a yae e-barzh goude ma vije bet kemmesket an dour a veze yac’haet, n’eus forzh peseurt kleñved a vije gantañ.
Hag evel-se e oa hiniennoù ac’hanoc’h. Met gwalc’het oc’h bet, met santelaet oc’h bet, met reishaet oc’h bet en anv an Aotrou Jezuz hag e Spered hon Doue.
Seizh aberzhour a zougo seizh shofar e korn tourz dirak an arc'h. Ha d'ar seizhvet deiz, e reot tro kêr seizh gwech, hag an aberzhourien a sono gant ar shofaroù.