Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 4:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Un deiz ma tremenas Elizea dre Sunem, e oa eno ur vaouez pinvidik a zalc'has anezhañ da zebriñ bara en he zi. Ha bep gwech ma tremene, ez ae di evit debriñ bara.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 4:8
16 Iomraidhean Croise  

Met kement e talc'has warno ma'z ejont da lojañ gantañ ha ma teujont en e di. Ur fest a roas, hag e lakaas da boazhañ bara hep goell. Ha debriñ a rejont.


Barzilhai a oa kozh-meurbet, oadet a bevar-ugent vloaz. Pourvezet en doa boued d'ar roue pa oa o chom e Mahanaim, rak un den pinvidik-tre e oa.


Hag e voe klasket ur plac'h yaouank kaer dre holl zouar Israel, hag e voe kavet Abishag, ur Sunamitez, a voe degaset d'ar roue.


Ar bugel a greskas, hag e c'hoarvezas ma'z eas un deiz da gavout e dad, e-kichen ar vederien,


Hag e perc'henne seizh mil dañvad, tri mil kañval, pemp kant koublad ejened, pemp kant azenez, hag un niver bras a servijerien. An den-se a oa ar brasañ eus mibien ar sav-heol.


N'eo ket ar re henañ a zo fur, n'eo ket ar re gozh a gompren ar varnedigezh.


Dre he lavaroù hoalus e laka anezhañ da zont, dre lubanerezh he muzelloù e redi anezhañ.


En hevelep doare an hini en doa resevet daou dalant a c’hounezas ivez daou all.


rak bras e vo dirak an Aotrou. N’evo na gwin nag evaj kreñv ebet, ha leuniet e vo eus ar Spered-Santel adalek kof e vamm.


Ar mestr a lavaras d’ar mevel: Kae dre an hentoù hag a-hed ar girzhier, ha gra d’ar re a zo eno mont e-barzh, evit ma vo leuniet va zi.


Int a viras outañ na d-aje, o lavarout: Chom ganeomp rak an noz a zeu hag an deiz a zo war e ziskenn. Antreal a reas evit chom ganto.


Pa voe bet badezet gant he zud, e reas ar goulenn-mañ: Ma hoc’h eus kavet ac’hanon feal d’an Aotrou, deuit em zi ha chomit ennañ. Hag hol lakaas d’ober evel-se.


O harz a voe Jizreel, Kesullod, Sunem,


An den kozh a lavaras: Ar peoc'h ra vo ganit! Me a gemer ar garg eus da holl ezhommoù, met ne dremeni ket an noz war al leur.


Ar Filistined en em zastumas, hag e teujont da gampiñ e Sunem. Saül a zastumas holl Israel, hag e kampjont e Gilboa.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan