5 Mont a reas eta a-digantañ, hag e serras an nor warni ha war e vibien. Int a zegase al listri dezhi, hag hi a skuilhe enno.
Ha kae ez ti, serr an nor warnout ha war da vibien, hag e skuilhi en holl listri-se, o lakaat a-gostez ar re a vo leun.
Pa voe leun al listri, e lavaras d'he mab: Degas din c'hoazh ul lestr. Hag e respontas: N'eus lestr ebet ken. Hag an eoul a baouezas.
Naaman a fuloras, hag ez eas kuit en ur lavarout: Setu e soñje ennon va-unan: Dont a raio etrezek ennon, en em zerc'hel a raio aze, gervel a raio anv an AOTROU e Zoue, astenn a raio e zorn war ar gouli, hag e pareo al lovreg.
Eürus eo an hini he deus kredet, rak graet e vo an traoù a zo bet lavaret dezhi a-berzh an Aotrou.