Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 4:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 Kae, kerzh en arbenn dezhi ha lavar dezhi: Ha mont a ra mat an traoù ganit, ha gant da bried, ha gant ar bugel? Hi a lavaras: Mont a ra!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 4:26
16 Iomraidhean Croise  

Lavarout a reas: Ha yac'h eo? Hag e respontjont: Yac'h eo ha setu Rachel e verc'h o tont gant an deñved.


Lavarout a reas: Kae eta, gwel penaos emañ da vreudeur ha penaos emañ al loened, ha degas din keloù anezho. Kas a reas anezhañ da draonienn Hebron, ha Jozef a zeuas da Sichem.


Eñ a c'houlennas outo penaos edo an traoù ganto hag a lavaras: Ho tad a zo war an oad, an hini ho poa komzet din diwar e benn, ha yac'h eo? Bev eo bepred?


Met ar roue a lavaras: An den yaouank Absalom, ha yac'h eo? Akimaaz a respontas: Gwelet em eus ur c'hemmesk bras p'en deus Joab kaset servijer ar roue ha me da servijer; n'ouzon ket petra 'oa.


Eñ a lavaras: Perak e fell dit mont d'e gavout hiziv? N'eus nag al loar nevez nag ar sabad. Hi a respontas: Mont a ra!


Evel-se ez eas kuit hag e teuas etrezek den Doue da Venez Karmel. Kerkent ha ma welas den Doue anezhi, a-bell, e lavaras da C'hehazi e servijer: Setu aze ar Sunamitez!


Hag e teuas da gavout den Doue war ar menez, hag e krogas en e dreid. Gehazi a dostaas evit he fellaat, met den Doue a lavaras dezhañ: Lez-hi, rak hec'h ene a zo er c'hwervoni, hag an AOTROU en deus kuzhet-se ouzhin, n'en deus ket en disklêriet din.


Hag e respontas: Mont a ra mat pep tra! Va mestr am c'has da lavarout dit: Setu, deuet eo en eur-mañ, eus menez Efraim, daou zen yaouank a-douez mibien ar brofeded. Ro dezho, mar plij, un talant arc'hant ha daou zilhad nevez.


Va dieub eus va holl fallagriezhoù, ha na'm laka ket da vezañ dismegañset evel an hini diskiant.


Moizez a lavaras da Aaron: Kement-se eo ar pezh en deus disklêriet an AOTROU en ur lavarout: Santelaet e vin dre ar re a dosta ouzhin hag e vo roet gloar din dirak ar bobl. Aaron a davas.


hag e lavaras dezhañ: Red, komz ouzh an den yaouank-se o lavarout: Annezet e vo Jeruzalem hep moger, en abeg d'an dud ha d'al loened niverus a vo en he c'hreiz.


Un devezhioù bennak goude, Paol a lavaras da Varnabaz: Distroomp da weladenniñ hor breudeur en holl gêrioù hon eus prezeget enno ger an Aotrou, da welout penaos emaint.


Kas a ri ivez an dek fourmaj-mañ da benn o milier, hag e weli da vreudeur evit gouzout hag ez int yac'h, hag e tegasi keloù din.


Samuel eta a zisklêrias dezhañ an holl c'herioù, ha ne guzhas netra outañ. Eli a lavaras: An AOTROU eo, ra raio evel ma kavo mat!


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan