kinnig a raent an holl loskaberzhoù d'an AOTROU , d'an deizioù sabad, d'al loarioù nevez, d'ar gouelioù, hervez o niver hag o reolennoù urzhiet, dalc'hmat dirak an AOTROU ,
hag a lavar: Pegoulz e vo tremenet al loar nevez, ma werzhimp hon ed? Pegoulz e vo tremenet ar sabad, ma tigorimp hor solieroù? Bihanaat a raimp an efa hag e kreskimp ar sikl, hag e falsimp ar balañsoù evit touellañ,
En ho tevezhioù a levenez, en ho kouelioù, e penn-kentañ ho mizioù, e sonot gant an trompilhoù war ho loskaberzhoù ha war hoc'h aberzhoù a drugarekadennoù, hag e lakaint ac'hanoc'h da vezañ eñvoret en ho Toue. Me eo an AOTROU ho Toue.
David a lavaras da Jonatan: Setu emañ al loar nevez warc'hoazh, hag e tlein azezañ gant ar roue da zebriñ. Met va lez da vont kuit da guzhat er parkeier betek abardaez an trede deiz.