Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 4:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Elizea a lavaras: Er bloaz a zeu, d'ar mare-mañ, e vriati ur mab. Hi a lavaras: Nann, va aotrou, den Doue, na lavar ket gevier da'z servijerez!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 4:16
16 Iomraidhean Croise  

Met va emglev a ziazezan gant Izaak, an hini a c'hano Sara dit d'an amzer-mañ er bloaz nesañ.


Unan a lavaras: Ne vankin ket da zistreiñ da'z kavout d'ar poent-mañ eus ar bloaz, ha Sara da wreg he devo ur mab. Sara a selaouas diouzh toull-dor an deltenn a oa a-drek dezhañ.


Hi a lavaras da Elia: Petra a zo etre me ha te, den Doue? Ha deuet out da'm zi evit degas din soñj eus va drougiezh, hag evit lakaat va mab da vervel?


Ar vaouez a lavaras da Elia: Anavezout a ran bremañ ez out un den Doue, hag ez eo ar wirionez komz an AOTROU ez kenoù.


Hag e lavaras: E petra em eus pec'het, ma lakaez da servijer etre daouarn Akab, evit va lakaat d'ar marv?


Tud kêr a lavaras da Elizea: Setu, chomadenn er gêr-mañ a zo plijus, evel ma wel va aotrou, met an dour a zo fall hag an douar a zo difrouezh.


Elizea a lavaras: Galv-hi! Hag e c'halvas anezhi, hag hi en em zalc'has ouzh an nor.


Ar vaouez a goñsevas hag a c'hanas ur mab er bloaz war-lerc'h, d'an hevelep mare, evel m'en doa lavaret Elizea dezhi.


Hag hi a lavaras: Ha goulennet em boa ur mab digant va aotrou? Ha ne'm boa ket lavaret dit: Na'm zouell ket?


Lavarout a raen em zrubuilh: Pep den a zo gaouiat.


Met an ael a lavaras dezhañ: Na’z pez ket aon, Zakaria, rak da bedenn a zo bet selaouet, Elesbed a c’hano dit ur mab hag e c’halvi e anv Yann.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan