Abraham a gouezhas war e zremm. Neuze e c'hoarzhas hag e lavaras en e galon: Ha genel a rafe ur bugel d'un den en oad a gant vloaz? Ha Sara en oad a zek vloaz ha pevar-ugent, ha genel a rafe?
Neuze e lavaras da C'hehazi: Lavar dezhi: Setu, kemeret ec'h eus an holl brederioù-se ganeomp, petra a c'hellimp ober evidout? Bez' ac'h eus da gomz ouzh ar roue, pe ouzh penn an arme? Hag e respontas: Emaon o chom e-touez va fobl.