Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 4:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Neuze e lavaras da C'hehazi: Lavar dezhi: Setu, kemeret ec'h eus an holl brederioù-se ganeomp, petra a c'hellimp ober evidout? Bez' ac'h eus da gomz ouzh ar roue, pe ouzh penn an arme? Hag e respontas: Emaon o chom e-touez va fobl.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 4:13
22 Iomraidhean Croise  

Nemet ar pezh o deus debret an dud yaouank ha lod an dud a zo deuet ganin, Aner, Eshkol ha Mamre: ar re-se a gemero o lod.


Lavarit ivez da Amasa: Ha n'out ket va eskern ha va c'hig? Ra raio Doue din hervez an diwezhañ rustoni ma ne lakaan ket ac'hanout, da viken, penn-bras an arme e-lec'h Joab!


An AOTROU a lakaio e wad da gouezhañ war e benn, rak skoet en deus war daou zen reishoc'h ha gwelloc'h egetañ, hag o lazhet en deus gant ar c'hleze, hep na ouezas David va zad, Abner mab Ner penn arme Israel, hag Amasa mab Jeter penn arme Juda.


Hag e lavaras da C'hehazi e servijer: Galv ar Sunamitez-se. He gervel a reas, hag homañ en em zalc'has dirazañ.


Hag e lavaras: Petra ober eviti? Gehazi a respontas: Met n'he deus mab ebet, hag he gwaz a zo kozh.


Elizea en doa komzet ouzh ar vaouez m'en doa adroet ar vuhez d'he mab, o lavarout: Sav ha kae, te ha da diegezh, da chom el lec'h ma c'helli, rak an AOTROU en deus galvet an naonegezh, ha dont a ra war ar vro evit seizh vloaz.


Pa voe erru eno, pennoù an arme a oa azezet, hag e lavaras: Me am eus da gomz ouzhit, kabiten! Ha Jehu a lavaras: Da behini ac'hanomp-holl? Hag e lavaras: Dit-te kabiten!


Fiz en AOTROU, gra ar mad, bez o chom war an douar, debr ar wirionez evel boued.


evit ma tegemerot anezhi en Aotrou evel ma tere ouzh ar sent ha ma sikourot anezhi en holl draoù he defe ezhomm ac’hanoc’h, rak sikouret he deus meur a hini hag ivez me va-unan.


Saludit Mari, kemeret he deus kalz a boan evidomp.


Ra vo ho kundu hep pizhoni, bezit laouen gant ar pezh hoc’h eus rak eñ e-unan en deus lavaret: A-dra-sur ne lezin ket ac’hanout ha ne guitain ket ac’hanout.


Rak Doue n’eo ket direizh evit ankounac’haat hoc’h oberoù ha labour ho karantez hoc’h eus diskouezet evit e anv, o vezañ sikouret hag o sikour c’hoazh ar sent.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan