hag e lavaras d'e servijer: Pign bremañ, sell etrezek ar mor. Pignat a reas eta hag e sellas, hag e lavaras: N'eus netra. Hag e lavaras dezhañ: Distro seizh gwech di.
Ha Jozafad a lavaras: Ha n'eus ket amañ ur profed d'an AOTROU, ma c'houlennimp kuzul digant an AOTROU drezañ? Unan eus servijerien roue Israel a respontas o lavarout: Bez' ez eus Elizea mab Shafad, a skuilhe dour war zaouarn Elia.
Neuze e lavaras da C'hehazi: Lavar dezhi: Setu, kemeret ec'h eus an holl brederioù-se ganeomp, petra a c'hellimp ober evidout? Bez' ac'h eus da gomz ouzh ar roue, pe ouzh penn an arme? Hag e respontas: Emaon o chom e-touez va fobl.