10 Greomp, mar plij, ur gambr uhel vihan, ha lakaomp enni ur gwele, un daol, ur gador hag ur c'hantolor. Pa zeuio d'hon ti, en em denno eno.
Eñ a lavaras dezhi: Ro din da vab. Hag e kemeras anezhañ eus he divrec'h, d'e gas er gambr uhel e-lec'h ma chome. E astenn a reas war e wele.
Un deiz eta, o vezañ deuet di, en em dennas er gambr uhel, hag e tiskuizhas eno.
Met an denjentil en deus mennadoù jentil, hag e kendalc'ho gant oberennoù jentil.
Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma hoc’h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc’h eus graet an dra-se din.
Ha piv bennak a roio deoc’h ur werennad dour da evañ em anv, abalamour ma’z oc’h da Grist, me a lavar deoc’h e gwirionez, ne gollo ket e c’hopr.
Janed gwreg Chuza, merour Herodez, Suzanna, ha kalz a reoù all en sikoure gant o madoù.
Kemerit lod en ezhommoù ar sent. Bezit buan da reiñ degemer en ho ti.
Lakaomp evezh an eil ouzh egile evit en em atizañ d’ar garantez ha d’an oberoù mat.
N’ankounac’hait ket an herberc’h, rak drezañ o deus hiniennoù roet degemer da aeled hep henn gouzout.