Mibien Israel a voe ivez niveret ha pourvezet a voued, hag e kerzhjont war-arbenn dezho. Mibien Israel a gampas dirazo, heñvel ouzh daou dropell givri; hogen ar Siriz a leunie ar vro.
Kas a reas da gavout Jozafad roue Juda, evit lavarout dezhañ: Roue Moab a zo en em savet a-enep din. Hag e teui ganin d'ar brezel a-enep Moab? Hag e lavaras: Mont a rin ganit. Me a raio eveldout, va fobl evel da bobl, va c'hezeg evel da gezeg.