Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 3:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 Hag e lavarjont: Gwad eo! A-dra-sur ar rouaned a zo en em lazhet, ha pep hini en deus skoet war e genseurt. Bremañ eta, Moabiz, d'ar preizh!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 3:23
8 Iomraidhean Croise  

Hag e savjont abred da vintin, ha pa skedas an heol war an doureier, ar Voabiz a welas dirazo an doureier ruz evel gwad.


Evel-se e teujont da gamp Israel. Met an Israeliz a savas hag a bilas ar Voabiz, a dec'has kuit dirazo. Goude ez ejont donoc'h er vro hag e skojont war Voab.


Rak an AOTROU en doa lakaet da glevout e kamp ar Siriz un trouz kirri hag un trouz kezeg, trouz un arme vras, e doare m'o deus lavaret an eil d'egile: Setu, roue Israel en deus paeet rouaned an Hitited ha rouaned an Ejipsianed da zont a-enep deomp.


Evel-se Jozafad hag e bobl a zeuas da gemer o freizh, hag e kavjont e-touez ar c'horfoù marv pinvidigezhioù e-leizh ha traoù prizius, hag e kemerjont kement, ken ne voent ket evit o dougen. Hag e voent tri devezh o tastum ar preizh, rak bras e oa.


An enebour a lavare: Redek a rin, tapout a rin, lodennañ a rin an diwisk, va ene en em leunio warno, tennañ a rin ar c'hleze, va dorn o distrujo.


Va dorn en deus kavet pinvidigezhioù ar pobloù evel un neizh; evel ma tastumer vioù dilezet, em eus dastumet an douar holl, ha nikun n'en deus fiñvet e askell, na digoret e veg, na laosket ur griadenn.


Ha n'o deus ket kavet preizh ha n'en lodennont ket? Ur plac'h, div blac'h dre benn pep brezelour; preizh a zilhad livet evit Sisera, preizh a zilhad livet brodet; un dilhad livet, daou zilhad livet brodet evit gouzoug ar breizhataerien.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan