An holl Voabiz o vezañ klevet e oa pignet ar rouaned d'ober brezel dezho, en em zastumas, adalek an holl re a oa en oad da c'hourizañ ar c'hleze ha dreistoc'h, hag en em zalc'hjont war an harzoù.
Rak an AOTROU en doa lakaet da glevout e kamp ar Siriz un trouz kirri hag un trouz kezeg, trouz un arme vras, e doare m'o deus lavaret an eil d'egile: Setu, roue Israel en deus paeet rouaned an Hitited ha rouaned an Ejipsianed da zont a-enep deomp.