Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 3:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Ha re nebeut eo ouzh daoulagad an AOTROU, lakaat a raio Moab etre ho taouarn.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 3:18
16 Iomraidhean Croise  

Met nebeut a dra eo c'hoazh da'z taoulagad, o Aotrou AOTROU! Komzet ec'h eus diwar-benn ti da servijer evit un amzer bell. Ha kement-se eo doare d'ober an dud, o Aotrou AOTROU?


Evel ma vije bet nebeut a dra dezhañ kerzhout e pec'hedoù Jeroboam mab Nebad, e kemeras da wreg Jezabel merc'h Etbaal, roue ar Sidoniz, hag ez eas da servijañ Baal ha da stouiñ dirazañ.


Ha setu ur profed a dostaas ouzh Akab roue Israel hag a lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Hag ec'h eus gwelet an engroez bras-se? Setu ez an d'e lakaat hiziv etre da zaouarn, hag e ouezi ez on an AOTROU.


Neuze roue Israel a yeas er-maez hag a skoas war ar c'hezeg hag ar c'hirri, e doare ma faezhas rust ar Siriz.


Neuze den Doue a dostaas hag a gomzas ouzh roue Israel o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Dre ma o deus lavaret ar Siriz: An AOTROU a zo un doue a venezioù ha nann un doue a draoniennoù, me a lakaio an holl engroez bras-se etre da zaouarn, hag e ouiot ez on an AOTROU.


Reiñ a rin dit zoken ar pezh na'c'h eus ket goulennet, pinvidigezhioù ha gloar, e doare ma ne vo ket unan heñvel ouzhit e-touez ar rouaned e-pad da holl zeizioù.


Ezekiaz a lavaraz: Nebeut a dra eo ma'z afe ar skeud a-raok a zek derez; met kentoc'h, ra souzo a-dreñv a zek derez!


Lavaret en deus: Re nebeut eo dit bezañ va servijer evit adsevel meuriadoù Jakob hag evit distreiñ an nemorant eus Israel, da lakaat a ran evel sklêrijenn ar broadoù, evit degas va silvidigezh betek pennoù an douar.


Hag Izaia a lavaras: Selaou, o ti David! Ha re nebeut eo evidoc'h skuizhañ an dud, ma skuizhit ivez va Doue?


A! Aotrou AOTROU, setu ec'h eus graet an neñvoù hag an douar, dre da nerzh bras ha da vrec'h astennet, tra ebet n'eo re vras evidout.


Setu, me eo an AOTROU, Doue pep kig. Hag e vefe un dra bennak re vras evidon?


Hag e lavaras din: Mab an den, hag ec'h eus gwelet? Ha re nebeut eo evit ti Juda ober an traoù euzhus a reont amañ? Rak leuniet o deus ar vro gant feulster hag atizet o deus va c'hounnar. Ha setu, e tostaont ur skourrig ouzh o fri.


Met Jezuz, o sellout outo, a lavaras: Dibosupl eo d’an dud, met n’eo ket da Zoue, rak pep tra a zo posupl da Zoue.


rak n’eus netra dibosupl da Zoue.


D’an hini a c’hell ober dre ar galloud a labour ennomp muioc’h eget na c’houlennomp ha na soñjomp,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan