Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 3:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Elizea a lavaras da roue Israel: Petra 'zo etre me ha te? Kae etrezek profeded da dad ha profeded da vamm! Ha roue Israel a lavaras dezhañ: Nann, rak an AOTROU en deus galvet an tri roue-mañ evit o lakaat etre daouarn Moab.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 3:13
19 Iomraidhean Croise  

Hi a lavaras da Elia: Petra a zo etre me ha te, den Doue? Ha deuet out da'm zi evit degas din soñj eus va drougiezh, hag evit lakaat va mab da vervel?


Bremañ, kas da zastum da'm c'havout Israel a-bezh war Venez Karmel, gant ar pevar c'hant hanter-kant profed eus Baal, hag ar pevar c'hant profed eus Ashera a zebr ouzh taol Jezabel.


Roue Israel a zastumas war-dro pevar c'hant profed, hag e lavaras dezho: Ha mont a rin d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad pe ned in ket? Hag e respontjont: Pign, rak an Aotrou a lakaio anezhi etre daouarn ar roue.


Roue Israel a lavaras: Siwazh! An AOTROU en deus galvet an tri roue-mañ evit o lakaat etre daouarn Moab.


Jozafad a lavaras: Komz an AOTROU a zo gantañ. Roue Israel, Jozafad ha roue Edom a ziskennas d'e gavout.


Neuze e huchint etrezek ennon, met ne respontin ket, klask a raint ac'hanon mintin mat, met ne'm c'havint ket,


Pelec'h emañ ho profeded a brofede deoc'h o lavarout: Roue Babilon ne zeuio ket a-enep deoc'h, nag a-enep ar vro-mañ?


Deuit, distroomp d'an AOTROU. Rak roget en deus, met yac'haat a raio ac'hanomp, skoet en deus, met lienañ a raio hor goulioù.


Ha setu, e krijont en ur lavarout: Petra a zo etre ni ha te, Jezuz Mab Doue? Ha deuet out amañ evit hor poaniañ a-raok an amzer?


Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, petra a zo etre te ha me? N’eo ket c’hoazh deuet va eur.


Dre-se n’anavezomp ken den hervez ar c’hig bremañ. Ha zoken mar hon eus anavezet Krist hervez ar c’hig, bremañ n’anavezomp ken anezhañ en doare-se.


Peseurt unvaniezh a zo etre Krist ha Belial? Peseurt lod en deus un den a feiz gant an hini difeiz?


Kit da grial etrezek an doueoù hoc'h eus dibabet, ra zieubint ac'hanoc'h en amzer hoc'h estrenvan.


Hi a lavaras: Setu, da c'hoar-gaer a zo aet en-dro war-zu he fobl ha war-zu he doueoù, distro war-lerc'h da c'hoar-gaer.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan