Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 3:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Jozafad a lavaras: Komz an AOTROU a zo gantañ. Roue Israel, Jozafad ha roue Edom a ziskennas d'e gavout.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 3:12
12 Iomraidhean Croise  

Hag ez eas da vammenn an doureier, hag e taolas holen enni en ur lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Yac'haet em eus an doureier-mañ, ha ne vint ken kiriek na da varv na da zifrouezhidigezh.


Ha Jozafad a lavaras: Ha n'eus ket amañ ur profed d'an AOTROU, ma c'houlennimp kuzul digant an AOTROU drezañ? Unan eus servijerien roue Israel a respontas o lavarout: Bez' ez eus Elizea mab Shafad, a skuilhe dour war zaouarn Elia.


Elizea a lavaras da roue Israel: Petra 'zo etre me ha te? Kae etrezek profeded da dad ha profeded da vamm! Ha roue Israel a lavaras dezhañ: Nann, rak an AOTROU en deus galvet an tri roue-mañ evit o lakaat etre daouarn Moab.


Neuze e tistroas da gavout den Doue, gant an holl re a oa gantañ, hag en em zalc'has dirazañ hag e lavaras: Setu ec'h ouzon bremañ n'eus Doue ebet war an douar holl, nemet en Israel. Bremañ mar plij ganit, degemer un donezon a-berzh da servijer.


Rouaned a vo da vagerien, hag o friñsezed da vagerezed, stouiñ a raint dirazout an dremm d'an douar, hag e lipint poultrenn da dreid. Te a anavezo ez on an AOTROU, ha ne vo ket mezhek ar re a zo en gortoz ac'hanon.


Mibien d'ar re a waske ac'hanout a zeuio ivez da'z kavout en ur stouiñ. Ar re holl a zisprize ac'hanout a zaoulino ouzh solioù da dreid hag a anvo ac'hanout: Kêr an AOTROU, Sion Sant Israel.


Met ar roue Sedesia a gasas d'e gerc'hat ac'hane. Ar roue a reas goulennoù outañ e kuzh en e di, hag a lavaras: Ha bez' ez eus ur gomz bennak a-berzh an AOTROU? Jeremiaz a lavaras: Ya. Rak, emezañ, e vi lakaet etre daouarn roue Babilon.


Setu, e roin dit reoù eus sinagogenn Satan, en em lavar Yuzevien ha n’int ket met a lavar gevier. Setu, me a lakaio anezho da zont evit ma taoulinint da’z treid ha ma ouezint penaos em eus da garet.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan