Ha Jozafad a lavaras: Ha n'eus ket amañ ur profed d'an AOTROU, ma c'houlennimp kuzul digant an AOTROU drezañ? Unan eus servijerien roue Israel a respontas o lavarout: Bez' ez eus Elizea mab Shafad, a skuilhe dour war zaouarn Elia.
Evel-se ez eas roue Israel, roue Juda ha roue Edom, hag e kerzhjont e-pad seizh devezh. Met an dour a vankas evit ar c'hamp hag evit al loened a yae war o lerc'h.
Evel ma komze c'hoazh, setu, ar c'hannad, o tiskenn d'e gavout, a lavaras: Setu, an droug-mañ a zeu a-berzh an AOTROU. Petra ken am eus da c'hortoz a-berzh an AOTROU?
Kantren a raint er vro, bec'hiet ha marnaoniet. Ha p'o devo naon, e savo droug enno, e villigint o roue hag o Doue, e savint o daoulagad war-zu an nec'h,