Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 3:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 En triwec'hvet bloaz eus Jozafad roue Juda, e teuas Joram mab Akab da roue e Samaria. Ren a reas daouzek vloaz.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 3:1
5 Iomraidhean Croise  

Ha Jozafad a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e kêr David e dad. Ha Joram e vab a renas en e lec'h.


Neuze e varvas, hervez komz an AOTROU disklêriet gant Elia. Ha Joram a renas en e lec'h, d'an eilvet bloaz eus Joram mab Jozafad roue Juda, rak n'en doa mab ebet.


Evel-se ez eas roue Israel, roue Juda ha roue Edom, hag e kerzhjont e-pad seizh devezh. Met an dour a vankas evit ar c'hamp hag evit al loened a yae war o lerc'h.


Er pempvet bloaz eus Joram mab Akab roue Israel, Jozafad o vezañ bet roue Juda, e teuas Joram mab Jozafad da roue war Juda.


Bountet dre o c'huzulioù, ez eas zoken gant Joram mab Akab, roue Israel, d'ar brezel da Ramod-Galaad a-enep Hazael roue Siria. Hag ar Siriz a skoas war Joram.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan