9 Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evel m'en doa graet e dad.
Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, hervez euzhusterioù ar broadoù en doa kaset kuit an AOTROU dirak mibien Israel.
Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evel m'en doa graet Manase e dad.
Kerzhout a reas war an holl hentoù en doa heuliet e dad, hag e servijas an idoloù en doa servijet e dad, hag e stouas dirazo.
En amzer-se servijerien Nebukadnezar roue Babilon a bignas a-enep Jeruzalem, ha kêr a voe sezizet.
Kerzhout a reas e-touez al leoned, hag e teuas da vezañ ul leonig; deskiñ a reas drailhañ e breizh, hag e tebras tud.