2 Rouned 24:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
7 Roue an Ejipt ned eas ken er-maez eus e vro, rak kemeret en doa roue Babilon kement a oa da roue an Ejipt, adalek froud an Ejipt betek stêr Eufratez.
En deiz-se, an AOTROU a reas un emglev gant Abram, o lavarout: Me a ro ar vro-mañ da'z lignez, adalek stêr an Ejipt betek ar stêr vras, ar stêr Eufratez,
Salomon a rene war an holl rouantelezhioù adalek ar stêr betek bro ar Filistined ha betek harzoù an Ejipt. Degas a raent profoù, hag e voent sujet dezhañ e-pad holl amzer e vuhez.
Diwar-benn an Ejipt, diwar-benn arme Faraon Neko, roue an Ejipt, a oa e-kichen stêr Eufratez e Karkemish, hag a voe trec'het gant Nebukadnezar roue Babilon er pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia, roue Juda:
Mab an den, torret em eus brec'h Faraon roue an Ejipt, ha setu, n'eo ket bet bandennet evit he fareañ, n'eo ket bet paket evit hec'h eren hag he startaat, hag evit ma c'hellfe kregiñ ar c'hleze.
Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzh Faraon roue an Ejipt, hag e torrin dezhañ e zivrec'h, an hini yac'h hag an hini dorret, hag e lakain ar c'hleze da gouezhañ eus e dorn.