Setu perak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn Jojakim roue Juda: Hini ebet eus e re ne azezo war dron David, hag e gorf marv a vo taolet kuit da dommder an deiz ha da rev an noz.
Diwar-benn nemorant oberoù Jojakim, an euzhusterioù a reas hag ar pezh a oa kavet ennañ, kement-se a zo skrivet e levr rouaned Israel ha Juda. Ha Jojakin e vab a renas en e lec'h.