Manase roue Juda en deus graet an euzhusterioù-se, gwashoc'h eget kement o deus graet an Amoreaned a-raok dezhañ, ha lakaet en deus Juda da bec'hiñ dre e idoloù,
Manase a skuilhas ivez gwad didamall e-leizh, betek leuniañ Jeruzalem penn-da-benn, en tu-hont d'e bec'hed en doa lakaet Juda da bec'hiñ drezañ, en ur ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU.
Va dilezet o deus, diavaezet o deus al lec'h-mañ, kinniget o deus ennañ ezañs da zoueoù all n'anavezent ket, nag int nag o zadoù na rouaned Juda, leuniet o deus al lec'h-mañ a wad didamall,
Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Gwalleur d'ar gêr wadsec'hedik, kaoter leun a vergl, hag he mergl na zistag ket diouti! Lam tamm ha tamm diouti, hep tennañ d'ar sord.
Setu perak e lavari dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Debriñ a rit gant ar gwad, sevel a rit ho taoulagad etrezek an idoloù, skuilhañ a rit ar gwad, hag e perc'hennfec'h ar vro?
Ne gousiot ket ar vro ma viot o chomo enni, rak ar gwad a gousi ar vro. Ha ne vo ket graet dic'haou evit ar vro eus ar gwad a vo bet skuilhet enni, nemet dre wad an hini en devo e skuilhet.
An hini a glevfe komzoù ar vallozh-se hag en em vennigfe en e galon o lavarout: Peoc'h am bo pa gerzhin e c'hoantadoù va c'halon, o stagañ ar vezventi ouzh ar sec'hed,