2 Rouned 24:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
3 War urzh an AOTROU hepken e c'hoarvezas kement-se da Juda, evit e deurel kuit a-zirak e zremm, en abeg da bec'hedoù Manase ha da gement en doa graet,
Setu perak an AOTROU en deus taolet kuit holl ouenn Israel, hag en deus o izelaet ha lakaet etre daouarn preizhataerien, betek o c'has pell a-zirak e zremm.
betek ma kasas an AOTROU Israel pell diouzh e zremm, evel m'en doa disklêriet dre e holl servijerien ar brofeded. Hag Israel a voe harluet eus e vro da Asiria, betek hiziv.
A-hend-all, hag-eñ eo hep an AOTROU ez on pignet a-enep al lec'h-mañ evit e zistrujañ? An AOTROU en deus lavaret din: Pign a-enep ar vro-se ha distruj anezhi.
Manase a skuilhas ivez gwad didamall e-leizh, betek leuniañ Jeruzalem penn-da-benn, en tu-hont d'e bec'hed en doa lakaet Juda da bec'hiñ drezañ, en ur ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU.
En abeg da gounnar an AOTROU a-enep Jeruzalem hag a-enep Juda e c'hoarvezas ma tistaolas anezho diwar e zremm. Ha Sedesia en em savas a-enep roue Babilon.
Petra bennak ma oa deuet arme ar Siriz gant nebeut a dud, an AOTROU a roas etre o daouarn un arme bras-kenañ, dre m'o doa dilezet an AOTROU, Doue o zadoù. Evel-se e sevenjont ar varn a-enep Joaz.
Hag evel ma komze ouzh ar roue, ar roue a lavaras dezhañ: Hag out bet lakaet da guzulier ar roue? En em denn! Perak e vefe skoet warnout? Ar profed en em dennas en ur lavarout: Gouzout a ran en deus divizet Doue da zistrujañ ac'hanout, dre ma ec'h eus graet-se ha ne'c'h eus ket selaouet va ali.
ne stoui ket dirazo ha ne serviji ket anezho, rak me eo an AOTROU da Zoue, un Doue gwarizius a gastiz direizhder an tadoù war ar vugale betek an trede hag ar pevare rumm eus ar re a gasa ac'hanon,
Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Gwalleur d'ar gêr wadsec'hedik, kaoter leun a vergl, hag he mergl na zistag ket diouti! Lam tamm ha tamm diouti, hep tennañ d'ar sord.
Evel m'en doa an AOTROU plijadur oc'h ober vad deoc'h hag o kreskiñ ac'hanoc'h, evel-se en devo an AOTROU plijadur o koll ac'hanoc'h hag o tistrujañ ac'hanoc'h, hag e viot tennet eus ar vro ez i d'he ferc'hennañ.
Hag evel ma'z eo c'hoarvezet ganeoc'h an holl gomzoù mat en deus lavaret an AOTROU ho Toue, evel-se e lakaio da zont warnoc'h an AOTROU an holl gomzoù fall, betek ma'z eot da get a-ziwar c'horre ar vro vat-mañ en deus roet deoc'h an AOTROU ho Toue.