Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 24:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 En e amzer, Nebukadnezar roue Babilon a bignas, ha Jojakim a voe sujet dezhañ tri bloaz. Met en em sevel a reas a-nevez a-enep dezhañ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 24:1
19 Iomraidhean Croise  

Roue Asiria a yeas a-dreuz ar vro hag a bignas da Samaria, hag e sezizas anezhi e-pad tri bloaz.


En abeg da gounnar an AOTROU a-enep Jeruzalem hag a-enep Juda e c'hoarvezas ma tistaolas anezho diwar e zremm. Ha Sedesia en em savas a-enep roue Babilon.


Pobl ar vro a gemeras Joakaz mab Jozia hag a lakaas anezhañ da roue e lec'h e dad e Jeruzalem.


Ra ouezo ar roue ez eo deuet e Jeruzalem ar Yuzevien a zo pignet eus da gichen d'hor c'havout, hag e savont ar gêr disent ha fall-se, hag ec'h adsavont ar mogerioù, hag o deus lakaet an diazezoù.


Me a lavar dit, n'int nemet komzoù, ar c'huzul hag an nerzh a zo ret evit ar brezel. Ha bremañ e piv e fiziez evit en em sevel a-enep din?


Ar gomz a voe disklêriet da Jeremiaz evit holl bobl Juda, d'ar pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia roue Juda, a oa bloaz kentañ Nebukadnezar roue Babilon,


setu e kasin hag e kemerin holl bobloù an hanternoz, eme an AOTROU, ha Nebukadnezar roue Babilon va servijer, hag o lakain da zont a-enep ar vro-mañ hag a-enep hec'h holl dud hag a-enep an holl vroadoù tro-dro. Hag o lakain da verz, hag e rin anezho ur glac'har hag ur goapaerezh, ur gouelec'h peurbadus.


Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se, en amzer Jojakim mab Jozia roue Juda:


Ha pa'z eo pignet Nebukadnezar roue Babilon a-enep ar vro-mañ, hon eus lavaret: Deuit, eomp da Jeruzalem pell diouzh arme ar Galdeiz hag arme Siria, hag ez omp chomet e Jeruzalem.


D'ar pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia roue Juda, ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se:


Setu ar gomz en deus disklêriet ar profed Jeremiaz da Varuk mab Nerija, pa skrive en ul levr ar c'homzoù-mañ diouzh genoù Jeremiaz, er pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia, roue Juda:


Diwar-benn an Ejipt, diwar-benn arme Faraon Neko, roue an Ejipt, a oa e-kichen stêr Eufratez e Karkemish, hag a voe trec'het gant Nebukadnezar roue Babilon er pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia, roue Juda:


Israel a zo evel un dañvadez dianket argaset gant al leoned. Da gentañ roue Asiria en deus he debret, ha da ziwezhañ Nebukadnezar roue Babilon en deus torret hec'h eskern dezhi.


A-enep dezhañ en em lakaas ar broadoù eus an holl rannvroioù tro-war-dro, hag e ledjont warnañ o roued, hag e voe tapet en o foull.


Mab an den, ro da brofediezh ha lavar: Evel-henn e komz an AOTROU: Lavar: Ar c'hleze, ar c'hleze a zo bet lemmet ha lufret.


D'an trede bloaz eus Jojakim roue Juda, e pignas Nebukadnezar roue Babilon a-enep Jeruzalem hag e reas seziz en-dro dezhi.


An AOTROU a lakaas etre e zaouarn Jojakim roue Juda ha darn eus listri ti Doue, a gasas da vro Shinear, da di e zoue. Lakaat a reas al listri-mañ e ti teñzor e zoue.


Rak setu, emaon o vont da sevel a-enep deoc'h ar Galdeiz, ar bobl kriz ha taer-se, a red a-dreuz plaenennoù bras an douar evit perc’hennañ chomadurioù n'int ket dezhi.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan