2 Rouned 23:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned3 Ar roue en em zalc'has e-kichen ar golonenn, hag a reas emglev dirak an AOTROU, da gerzhout war-lerc'h an AOTROU, ha da virout e c'hourc'hemennoù, e destenioù hag e reolennoù, a holl galon hag a holl ene, en ur ober hervez komzoù an emglev skrivet el levr-se. Hag an holl bobl a asantas d'an emglev-se. Faic an caibideil |
Sellout a reas, ha setu, ar roue a oa en e sav e-kichen e golonenn ouzh an digor, ar pennoù hag an trompilhoù a oa e-kichen ar roue, holl bobl ar vro a oa oc'h en em laouenaat, an trompilhoù o seniñ, ar ganerien gant o binvioù-seniñ a rene ar c'hanennoù meuleudi. Atalia a rogas he dilhad hag a lavaras: Iriennad! Iriennad!