Dastumit davedon holl henaourien ho meuriadoù hag hoc'h ofiserien, hag e lavarin ouzh o divskouarn ar c'homzoù-mañ, hag e kemerin an neñvoù hag an douar da dest en o enep.
Hag ar roue a bignas da di an AOTROU gant holl dud Juda hag annezidi Jeruzalem, hag an aberzhourien hag ar brofeded, hag holl bobl adalek ar bihanañ betek ar brasañ. Hag e voe lennet dirazo holl gomzoù levr an emglev a oa bet kavet e ti an AOTROU.
Jozue a zastumas holl veuriadoù Israel e Sichem hag a c'halvas henaourien Israel, e bennoù, e varnerien, e ofiserien; hag ar re-mañ en em zalc'has dirak Doue.