Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 22:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Shafan ar skrib a zeuas da gavout ar roue, hag e tisklêrias an traoù-mañ d'ar roue o lavarout: Da servijerien o deus roet an arc'hant a zo bet kavet en ti, ha lakaet o deus anezhañ etre daouarn ar re o deus ar garg eus al labour hag a evesha ti an AOTROU.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 22:9
13 Iomraidhean Croise  

Hag e c'halvjont ar roue. Eliakim mab Hilkija, merour ar palez, a yeas d'o c'havout, gant Shebna ar skrib ha Joak mab Azaf an diellour.


Ar skrib Shafan a lavaras ivez d'ar roue: An aberzhour Hilkija en deus roet din ul levr. Ha Shafan a lennas ennañ dirak ar roue.


hag e roas an urzh-mañ d'an aberzhour Hilkija, da Ahikam mab Shafan, da Akbor mab Mikaja, da Shafan ar skrib, ha da Asaja servijer ar roue, o lavarout:


D'an triwec'hvet bloaz eus ar roue Jozia, ar roue a gasas Shafan mab Azalia mab Meshullam, ar skrib, da di an AOTROU, en ur lavarout:


Neuze Hilkija an aberzhour-meur a lavaras da Shafan ar skrib: Kavet em eus levr al lezenn e ti an AOTROU! Hag Hilkija a roas al levr da Shafan, hag hemañ a lennas anezhañ.


Diwar-benn ar bobl a oa manet e bro Juda, bet lezet eno gant Nebukadnezar roue Babilon, roet e voe dezho evit gouarnour Gedalia mab Ahikam mab Shafan.


Met dorn Ahikam mab Shafan a voe gant Jeremiaz, hag e harzas outo d'e lakaat etre daouarn ar bobl da vezañ lakaet d'ar marv.


Douget e voe dre zorn Eleaza mab Shafan ha Gemaria mab Hilkija, a voe kaset gant Sedesia roue Juda da Vabilon etrezek Nebukadnezar roue Babilon. Setu ar gerioù a oa ennañ:


a gasas da gerc'hat Jeremiaz eus porzh an toull-bac'h, hag e rojont anezhañ da C'hedalia mab Ahikam mab Shafan, evit e ren d'e di. Evel-se e chomas e-touez ar bobl.


An holl Yuzevien ivez a oa e Moab, e-touez mibien Ammon, en Idumea, en holl vroioù-se, o vezañ klevet en doa roue Babilon lezet un nemorant e Juda, ha lakaet da c'houarnour warno Gedalia mab Ahikam mab Shafan,


Hag Ismael mab Netania a savas, kenkoulz hag an dek den a oa gantañ, hag e skojont gant ar c'hleze war C'hedalia mab Ahikam mab Shafan, hag e lazhjont an hini en doa roue Babilon lakaet da c'houarnour war ar vro.


Bez' e oa dek den ha tri-ugent a-douez henaourien ti Israel, gant Jaazania mab Shafan en o zouez. Hag en em zalc'hent en o sav dirazo, pep hini un ezañsouer en e zorn, a-belec'h e save ur goabrenn deñval a ezañs.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan