P'o doe echuet, e tegasjont d'ar roue ha da Jehojada nemorant an arc'hant, hag e voe graet gantañ listri evit ti an AOTROU, listri evit ar servij hag evit an aberzh, tasoù ha listri all en aour hag en arc'hant. Hag e voe kinniget dalc'hmat loskaberzhoù e ti an AOTROU, e-pad ma vevas Jehojada.
ha roet em eus va urzhioù da'm breudeur Hanani ha da Hanania, mestr ar c’hreñvlec’h e Jeruzalem. Eñ a oa un den leal, a zouje Doue muioc'h eget kalz a re all.