Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 22:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Pign da gavout Hilkija an aberzhour-meur, ra gonto an arc'hant bet degaset e ti an AOTROU, hag a oa bet dastumet gant diwallerien an treuzoù digant ar bobl.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 22:4
14 Iomraidhean Croise  

Joaz a lavaras d'an aberzhourien: An holl arc'hant santel a vez degaset da di an AOTROU, an arc'hant a bep den a dremen, an arc'hant a zle pep hini hervez ar prizadur bet graet, hag an arc'hant a zegas pep hini a-youl-vat e ti an AOTROU,


ra gemero an aberzhourien anezhañ, pep hini digant a re a anavez, evit dresañ toulloù-freuz an ti, e pep lec'h ma vo kavet toulloù-freuz.


Hag e c'halvjont ar roue. Eliakim mab Hilkija, merour ar palez, a yeas d'o c'havout, gant Shebna ar skrib ha Joak mab Azaf an diellour.


Shallum a voe tad da Hilkija. Hilkija a voe tad da Azaria.


Azaria mab Hilkija mab Meshullam mab Zadok mab Merajod mab Akitub gouarnour ti Doue;


Shallum mab Kora, mab Ebjasaf, mab Kora, hag e vreudeur eus tiegezh Kora, ar Gorahiz, o doa karg ar servij eus diwaller treuzoù an deltenn. O zadoù o doa diwalet digor kamp an AOTROU .


Lakaat a reas, hervez urzh David, kevrennoù an aberzhourien hervez o servijoù, hag al Levited hervez o c'hargoù, evit meuliñ hag evit servijañ dirak an aberzhourien, hervez ar servij pemdeziek, hag ar borzhierien hervez o c'hevrennoù, ouzh pep dor; rak evel-se en doa gourc'hemennet David, den Doue.


Porzhierien: Akkub, Talmon, hag o breudeur a ziwalle an dorojoù, kant daouzek ha tri-ugent.


O Doue hor skoed, gwel ha sell ouzh dremm da Olevad!


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan