Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 22:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, o kerzhout war holl hentoù David e dad, hep distreiñ nag a-zehou nag a-gleiz.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 22:2
18 Iomraidhean Croise  

Mar sentez ouzhin e kement a c'hourc'hemennin dit, ma kerzhez em hentoù, ma rez kement a zo reizh dirak va daoulagad, en ur virout va reolennoù ha va gourc'hemennoù evel m'en deus graet David va servijer, me a vo ganit, hag e savin dit un ti padus evel ma em eus savet unan da Zavid, hag e roin dit Israel.


Asa a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, evel David e dad.


dre m'en doa graet David ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, hag e-pad e holl vuhez ne zistroas ket eus kement en doa gourc'hemennet, nemet en afer Uri an Hitit.


Salomon a lavaras: Diskouezet ec'h eus ur vadelezh vras e-keñver da servijer David va zad, dre m'en deus kerzhet dirazout er fealded, er reizhder hag en eeunder a galon ez keñver. Miret ec'h eus dezhañ ar vadelezh vras-se, ha roet dezhañ ur mab a zo azezet war e dron, evel hiziv.


Met an uhellec'hioù ne voent ket lamet kuit. Ar bobl a aberzhe c'hoazh hag a lakae da vogediñ war an uhellec'hioù.


Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, nann koulskoude evel David e dad. Ober a reas holl evel m'en doa graet Joaz e dad.


Ugent vloaz e oa Akaz pa zeuas da roue, hag e renas c'hwezek vloaz e Jeruzalem. Ne reas ket ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU e Zoue, evel m'en doa graet David e dad.


Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, a-grenn evel m'en doa graet David e dad.


An AOTROU a voe gant Jozafad, dre ma kerzhas war hentoù kentañ David e dad, ha na glaskas ket ar Baaloù.


Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, evel m'en doa graet David e dad.


Ezekiaz a reas evel-se dre holl Juda, hag e reas ar pezh a oa mat, reizh hag eeun dirak an AOTROU e Zoue.


Eizh vloaz e oa Jozia pa zeuas da roue, hag e renas ur bloaz ha tregont e Jeruzalem.


Ar bugel a ro da anavezout dija dre e oberoù, hag e vo glan hag eeun ar pezh a raio.


na zistro nag a-zehou nag a-gleiz, tenn da droad diouzh an droug.


Komz an AOTROU a voe disklêriet da Sofonia mab Kushi, mab Gedalia, mab Ameria, mab Ezekiaz, en deizioù Jozia mab Amon, roue Juda.


Mirit ar pezh en deus gourc'hemennet an AOTROU ho Toue deoc'h ha grit dioutañ, ne zistroiot nag a-zehou nag a-gleiz.


En em galoneka ha bez kreñv-meurbet, evit ober diouzh an holl lezenn en deus kemennet dit Moizez va servijer; ne zistroi nag a-zehou nag a-gleiz, evit ober berzh dre holl ma'z i.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan