Met kerzhout a reas war hent rouaned Israel, ha zoken e lakaas e vab da dremen dre an tan, hervez euzhusterioù ar broadoù en doa kaset kuit an AOTROU dirak mibien Israel.
Hag e rejont goap ouzh kannaded Doue, o tisprizañ e gomzoù, hag e tismegañsjont e brofeded, betek ma savas kement fulor an AOTROU a-enep e bobl, ken na voe mui a bareañs.
Met e voent disentus hag en em savjont a-enep dit, hag e taoljont da lezenn a-dreñv o c'hein. Lazhañ a rejont da brofeded a zouge anezho da zistreiñ ouzhit, hag e rejont dismegañsoù bras dit.
Hag e ouiot ez on me an AOTROU, rak n'hoc'h eus ket kerzhet hervez va reolennoù, na miret va barnedigezhioù, met graet hoc'h eus hervez barnedigezhioù ar broadoù a zo en-dro deoc'h.
Ne'c'h eus ket hepken kerzhet en o hentoù ha graet an hevelep euzhusterioù, re nebeut e oa kement-se, met en em saotret ec'h eus muioc'h egeto gant da holl hentoù.
Troet he deus va barnedigezhioù da fallagriezh muioc'h eget ar broadoù, ha va reolennoù muioc’h eget ar broioù a zo en-dro dezhi, rak disprizet o deus va barnedigezhioù ha n'o deus ket kerzhet hervez va reolennoù.
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Dre ma'z oc'h en em ziskouezet disentoc'h eget ar broadoù a zo en-dro deoc'h, ma n'hoc'h eus ket kerzhet hervez va reolennoù na miret va barnedigezhioù, ma n'hoc'h eus ket zoken miret barnedigezhioù ar broadoù a zo en-dro deoc'h,
Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c’hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he c’hlodad dindan he divaskell, ha n’eo ket bet fellet deoc’h!
Met traoù bennak am eus a-enep dit: lezel ar wreg Jezabel, en em lavar profedez, da gelenn ha da douellañ va servijerien evit o lakaat da gouezhañ er c’hadaliezh ha da zebriñ traoù aberzhet d’an idoloù.