Ra vo da zaoulagad digor, noz ha deiz, war an ti-mañ, war al lec'h ma ec'h eus lavaret diwar e benn: Va anv a vo aze. Selaou ar bedenn a ra da servijer dit el lec'h-mañ.
An AOTROU a lavaras dezhañ: Selaouet em eus da bedenn hag ar goulenn ac'h eus graet ouzhin. Santelaet em eus an ti-mañ ac'h eus savet evit lakaat ennañ va anv da viken. Va daoulagad ha va c'halon a vo bepred eno.
Ar roue a ziskaras an aoterioù a oa war doenn kambr uhel Akaz, hag o doa graet rouaned Juda, hag an aoterioù en doa savet Manase war ziv leurenn ti an AOTROU. Bruzunañ a reas anezho ouzh o lemel ac'hane, hag e taolas ar poultr anezho e froud Kedron.
Rak an AOTROU en doa lavaret: Lemel a rin Juda ivez a-zirak va dremm, evel ma em eus lamet Israel, hag e taolin kuit kêr Jeruzalem am eus dibabet, hag an ti ma em boa lavaret diwar e benn: Va anv a vo aze.
Abaoe an deiz ma em eus lakaet va fobl da zont kuit eus bro Ejipt, ne'm eus dibabet kêr ebet e-touez holl veuriadoù Israel evit sevel un ti enni, evit ma vefe va anv aze, ha ne'm eus dibabet den ebet da vezañ rener war va fobl Israel,
Ober a ri din un aoter douar, hag ec'h aberzhi warni da loskaberzhoù ha da aberzhoù a beoc'h, da zeñved ha da ejened. E pep lec'h ma rin meuliñ va anv, me a zeuio da'z kavout hag a vennigo ac'hanout.
Savet o deus uhellec'hioù da Vaal e traonienn mab Hinnom, evit lakaat o mibien hag o merc'hed da dremen dre an tan da Volok, ar pezh na'm boa ket gourc'hemennet, ha ne oa ket deuet em soñj e vije graet un hevelep euzhusted evit lakaat Juda da bec'hiñ.
Rak mibien Juda o deus graet ar pezh a zo fall dirak va daoulagad, eme an AOTROU, lakaet o deus o euzhusterioù en ti ma'z eo galvet va anv warnañ, evit e saotrañ.