Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 21:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, hervez euzhusterioù ar broadoù en doa kaset kuit an AOTROU dirak mibien Israel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 21:2
20 Iomraidhean Croise  

Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, nann koulskoude evel rouaned Israel a oa bet a-raok dezhañ.


Manase roue Juda en deus graet an euzhusterioù-se, gwashoc'h eget kement o deus graet an Amoreaned a-raok dezhañ, ha lakaet en deus Juda da bec'hiñ dre e idoloù,


Manase a skuilhas ivez gwad didamall e-leizh, betek leuniañ Jeruzalem penn-da-benn, en tu-hont d'e bec'hed en doa lakaet Juda da bec'hiñ drezañ, en ur ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU.


Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evel m'en doa graet Manase e dad.


Kerzhout a reas war an holl hentoù en doa heuliet e dad, hag e servijas an idoloù en doa servijet e dad, hag e stouas dirazo.


Lakaat a reas skeudenn gizellet Ashera en doa graet, en ti m'en doa lavaret an AOTROU diwar e benn da Zavid ha da Salomon e vab: Lakaat a rin da viken va anv en ti-mañ hag e Jeruzalem, am eus dibabet a-douez holl veuriadoù Israel.


Dre m'o deus va dilezet ha m'o deus lakaet da vogediñ da zoueoù all, evit va c'hounnariñ gant holl oberoù o daouarn, va fulor a zo entanet a-enep al lec'h-mañ, ha ne vo ket mouget.


Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evel m'o doa graet e dadoù.


Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evel m'en doa graet e dad.


Holl bennoù an aberzhourien hag ar bobl a greskas muioc'h-muiañ o fallentez, hervez holl euzhusterioù ar broadoù, hag e saotrjont an ti en doa santelaet an AOTROU e Jeruzalem.


Gwelloc'h eo ar furnez eget ar binvioù-brezel, met ur pec'her hepken a laka koll madoù bras.


Me ivez a zibabo o distruj, hag e lakain da zont warno ar pezh a ra o spont, rak galvet em eus ha den n'en deus respontet, komzet em eus ha den n'en deus selaouet, graet o deus ar pezh a zo drouk dirak va daoulagad, dibabet o deus ar pezh a zisplij din.


Hag e rin dezho bezañ ur spont evit holl rouantelezhioù an douar, en abeg da Vanase mab Ezekiaz roue Juda, evit ar pezh en deus graet e Jeruzalem.


Hag e ouiot ez on me an AOTROU, rak n'hoc'h eus ket kerzhet hervez va reolennoù, na miret va barnedigezhioù, met graet hoc'h eus hervez barnedigezhioù ar broadoù a zo en-dro deoc'h.


Samaria n'he deus ket graet an hanter eus da bec'hedoù. Liesaet ec'h eus da euzhusterioù muioc'h egeto, ha reishaet ec'h eus da c'hoarezed dre an holl euzhusterioù ac'h eus graet.


Lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Kêr hag a skuilh gwad en da greiz, evit ma teuio da zeiz, te hag a ra idoloù en da enep evit bezañ saotret,


Ne ri ket evel-se e-keñver an AOTROU da Zoue, rak graet o deus d'o doueoù kement a zo un euzhusted d'an AOTROU, ar pezh a gasa, ha zoken o deus devet en tan o mibien hag o merc'hed d'o doueoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan