Hag Ezekiaz a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet en hini uhelañ eus bezioù mibien David. Hag holl Juda ha tud Jeruzalem a reas enor dezhañ d'e varv. Ha Manase e vab a renas en e lec'h.
Ne vi ken anvet: an hini dilezet, da zouar ne vo ken anvet: an hini gwastet, met anvet e vi: va flijadur enni, ha da zouar: an hini zimezet, rak an AOTROU a lakaio e blijadur ennout, ha da zouar en devo ur pried.