Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 20:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Izaia a lavaras: Setu evidout an arouez a-berzh an AOTROU, penaos e seveno an AOTROU ar gomz en deus disklêriet: Ar skeud, ha mont a raio a-raok a zek derez, pe souzañ a-dreñv a zek derez?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 20:9
10 Iomraidhean Croise  

Ha setu un arouez evidout, Ezekiaz: Debret e vo er bloaz-mañ ar pezh a zeuio anezhañ e-unan, hag en eilvet bloavezh ar pezh a gresko hep ma vo hadet, met en trede bloavezh, e hadot hag e vedot, e plantot gwiniennoù hag e tebrot ar frouezh anezho.


Ezekiaz a lavaraz: Nebeut a dra eo ma'z afe ar skeud a-raok a zek derez; met kentoc'h, ra souzo a-dreñv a zek derez!


Ezekiaz en doa lavaret da Izaia: Dre beseurt arouez ec'h anavezin e vin yac'haet gant an AOTROU, hag e pignin a-benn tri deiz da di an AOTROU?


En amzer-se e voe Ezekiaz klañv da vervel. Ar profed Izaia mab Amoz a zeuas d'e gavout hag a lavaras dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Laka urzh e-barzh da di, rak mont a rez da vervel ha ne vevi ken.


Jozue a gomzas d'an AOTROU en deiz ma roas an AOTROU an Amoreaned da vibien Israel, hag e lavaras dirak daoulagad Israel: Heol, chom a-sav war Gabaon! Loar, war draonienn Ajalon!


Met mar lavaront deomp: Deuit d'hor c'havout! neuze ez aimp, rak an AOTROU en devo o lakaet etre hon daouarn. Un arouez a vo kement-se deomp.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan