Heñvel ouzh ar savadur-se e oa e di, ma oa o chom ennañ, ul leurenn e oa e-barzh ar porched. Ha Salomon a reas da verc'h Faraon a oa dimezet gantañ, un ti heñvel ouzh ar porched-se.
hag e lavaras: O AOTROU, az pez soñj em eus kerzhet dirak da zremm gant fealded hag eeunded a galon, hag em eus graet ar pezh a zo dereat da'z taoulagad! Hag Ezekiaz a skuilhas daeroù e-leizh.
Distro, ha lavar da Ezekiaz rener va fobl: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue David da dad: Klevet em eus da bedenn, gwelet da zaeroù, setu ez an da yac'haat ac'hanout. A-benn tri deiz e pigni da di an AOTROU,
Hilkija an aberzhour, Ahikam, Akbor, Shafan hag Asaja a yeas da gavout Hulda ar brofedez, gwreg Shallum mab Tikva mab Harhaz, diwaller an dilhad. Hi a oa e chom e Jeruzalem, en eil karter. Hag e komzjont outi.