Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 20:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 hag e lavaras: O AOTROU, az pez soñj em eus kerzhet dirak da zremm gant fealded hag eeunded a galon, hag em eus graet ar pezh a zo dereat da'z taoulagad! Hag Ezekiaz a skuilhas daeroù e-leizh.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 20:3
47 Iomraidhean Croise  

Neuze, Abram o vezañ en oad a naontek vloaz ha pevar-ugent, an AOTROU en em ziskouezas da Abram hag a lavaras: Me eo an Doue holl-c'halloudek, kerzh dirak va dremm ha bez didamall.


Enok a gerzhas gant Doue e-pad tri c'hant vloaz goude ma voe bet tad da Vetushela, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.


Enok a gerzhas eta gant Doue, ha ne voe gwelet mui rak Doue a gemeras anezhañ.


Doue a zeuas memor dezhañ eus Noe hag eus an holl loened hag eus an holl chatal a oa gantañ en arc'h. Doue a lakaas da dremen un avel war an douar hag an doureier a sioulaas.


En amzer kozhni Salomon, e wragez a zistroas e galon war-lerc'h doueoù all, hag e galon ne voe ket eeun e-keñver an AOTROU e Zoue, evel ma oa bet kalon David e dad.


Met an uhellec'hioù ne voent ket lamet. Koulskoude kalon Asa a voe eeun e-keñver an AOTROU e-pad e holl zeizioù.


hag evit ma seveno an AOTROU ar gomz en deus disklêriet din o lavarout: Ma laka da vibien evezh d'o hent, evit kerzhout dirazon er wirionez, a-greiz o holl galon hag o holl ene, ne vanki ket da gavout ur warlerc'hiad azezet war dron Israel.


Salomon a lavaras: Diskouezet ec'h eus ur vadelezh vras e-keñver da servijer David va zad, dre m'en deus kerzhet dirazout er fealded, er reizhder hag en eeunder a galon ez keñver. Miret ec'h eus dezhañ ar vadelezh vras-se, ha roet dezhañ ur mab a zo azezet war e dron, evel hiziv.


hag e lavaras: O AOTROU Doue Israel! N'eus Doue ebet eveldout, na d'an nec'h en neñvoù na d'an traoñ war an douar, o virout an emglev hag an drugarez e-keñver da servijerien a gerzh dirazout a-greiz o holl galon.


hag evit ma vo ho kalon eeun e-keñver an AOTROU hon Doue, o kerzhout en e reolennoù hag o virout e c'hourc'hemennoù evel hiziv.


Ha te, mar kerzhez dirazon evel m'en deus kerzhet David da dad, gant eeunder a galon ha lealded, oc'h ober kement a c'hourc'hemennan dit, mar mirez va reolennoù ha va barnedigezhioù,


Neuze Ezekiaz a droas e zremm ouzh ar voger hag a bedas an AOTROU,


Izaia ne oa ket c'hoazh aet pelloc'h eget porzh ar c'hreiz, ma voe disklêriet outañ komz an AOTROU, o lavarout:


Rak daoulagad an AOTROU a astenn o sell war an holl zouar, evit kreñvaat a re a zo o c'halon a-grenn dezhañ. Graet ec'h eus evel un den diskiant diwar-benn kement-se, hag ez po brezelioù en amzer da zont.


O va Doue! Az pez soñj ac'hanon diwar-benn kement-se, na gas ket da netra ar pezh am eus graet gant ur garantez gwirion e-keñver ti va Doue hag an traoù d'ober ennañ.


Hag e lavaris d'al Levited en em c'hlanaat ha dont da ziwall an dorojoù, evit santelaat deiz ar sabad. O va Doue! Az pez soñj ac'hanon diwar-benn kement-se, pardon din hervez braster da drugarez.


prof ar c'hoad d'ar mareoù merket, hag ar frouezh kentañ. O va Doue! Az pez soñj ac'hanon, evit ober vad din.


O va Doue! Az pez soñj ac'hanon, evit ober vad din, hervez kement am eus graet evit ar bobl-se.


Bez' e oa e bro Uz un den anvet Job. An den-se a oa gwirion hag eeun, a zouje Doue hag a zistroe diouzh an droug.


An AOTROU a lavaras da Satan: Hag ec'h eus taolet evezh ouzh va servijer Job? N'eus ket eveltañ war an douar, un den gwirion hag eeun, a zouj Doue hag a zistro diouzh an droug.


Va mignoned a ra goap ouzhin, etrezek Doue eo e tro va daoulagad en ur ouelañ.


Da zoujañs-Doue, ha n'eo ket da fiziañs? Da esperañs, ha n'eo ket eeunder da hentoù?


Bemdez ez on tamallet gant va enebourien, ha va heskinerien gounnaret a dou dre va anv.


Disklêriet em eus dit va hentoù hag ec'h eus respontet din. Desk din da reolennoù.


Az pez soñj eus ar gomz roet da'z servijer, ac'h eus va lakaet da esperout enni.


An AOTROU a zo tost d'an holl re a bed anezhañ, d'an holl re a bed anezhañ e gwirionez.


Na'z pez ket soñj eus pec'hedoù va yaouankiz nag eus va disentidigezh. Hervez da drugarez, az pez soñj ac'hanon, abalamour da'z madelezh, o AOTROU!


Salm David. Ro va gwir din, o AOTROU, rak kerzhout a ran er wirionez, va fiziañs a lakaan en AOTROU, ne vrañsellan ket.


Da vadelezh a zo dirak va daoulagad, hag e kerzhan en da wirionez.


Eürus an den na damall an AOTROU dezhañ direizhder ebet, ha n'eus touell ebet en e spered!


AOTROU, selaou va fedenn ha ro da skouarn da'm c'hriadenn, na chom ket bouzar da'm daeroù! Rak un diavaeziad on ez ti, ur beajour evel va holl dadoù.


Rak er marv n'eus soñj ebet ac'hanout. Piv a veulo ac'hanout e lec'h ar marv?


Skuizh on o c'harmiñ; bemnoz e vez glebiet va gwele, soubet eo gant va daeroù.


Betek pegoulz, AOTROU, e kuzhi hep paouez? Hag e flammo da gounnar evel un tan?


Aotrou, pelec'h emañ da vadelezhioù kentañ, ar re az poa touet da Zavid war da fealded?


Grozmolat a raen evel ar wennili, huanadiñ a raen evel ar goulm, va daoulagad a zo aet skuizh o sellout ouzh an nec'h. AOTROU, bec'hiet on, bez va surentez.


Hag e voe dalc'het soñj eus an deizioù a wechall, eus Moizez hag eus e bobl: Pelec'h emañ an hini en deus lakaet anezho da bignat eus ar mor gant mesaer e dropell? Pelec'h emañ an hini a lakaas en o c'hreiz e Spered-Santel,


hag e toui: Bev eo an AOTROU! e gwirionez, en eeunder hag e reizhder, hag ar broadoù a vo benniget ennañ hag a gavo gloar ennañ.


Rak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU ouzh ti Israel: Klaskit me hag e vevot!


Reizh e oant o-daou dirak Doue, hag ec’h heulient holl c’hourc’hemennoù hag urzhioù an Aotrou en un doare divlam.


Jezuz, o welout Natanael o tont d’e gavout, a lavaras diwar e benn: Setu ur gwir Israelad ha n’eus troidell ebet ennañ.


Rak ar pezh a ra hor gloar eo en testeni-mañ eus hor c’houstiañs penaos omp en em renet er bed, ha dreist-holl en ho keñver, gant eeunder ha gwirionded dirak Doue, nann gant ur furnez kigel, met gant gras Doue.


Eñ eo an hini, e-pad deizioù e gig, o vezañ kinniget pedennoù ha goulennoù gant kriadennoù bras ha gant daeroù d’an hini a c’helle e saveteiñ eus ar marv, hag o vezañ bet selaouet en abeg d’e zoujañs Doue,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan