Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 20:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 En amzer-se e voe Ezekiaz klañv da vervel. Ar profed Izaia mab Amoz a zeuas d'e gavout hag a lavaras dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Laka urzh e-barzh da di, rak mont a rez da vervel ha ne vevi ken.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 20:1
15 Iomraidhean Croise  

Akitofel, o welout ne oa ket graet ar pezh en doa aliet, a zibras e azenn, a savas hag a yeas d'e di en e gêr. Goude m'en doe lakaet urzh en e di, en em grougas hag e varvas. Hag e voe sebeliet e bez e dad.


Hag e lavaras dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Peogwir ec'h eus kaset kannaded da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron, evel na vije Doue ebet en Israel evit goulenn digant e gomz, ne ziskenni ket diwar ar gwele ma'z out pignet warnañ, met a-dra-sur e varvi.


En abeg da-se, evel-henn e komz an AOTROU: Ne ziskenni ket diwar ar gwele ma'z out pignet warnañ, met a-dra-sur e varvi. Hag Elia a yeas kuit.


Goude e kasas Eliakim merour ar palez ha Shebna ar skrib, gant an henaourien a-douez an aberzhourien, goloet a seier, etrezek ar profed Izaia mab Amoz.


Izaia mab Amoz a gasas da lavarout da Ezekiaz: Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Klevet em eus ar bedenn ac'h eus graet din diwar-benn Sankerib roue Asiria;


Neuze Ezekiaz a droas e zremm ouzh ar voger hag a bedas an AOTROU,


An AOTROU a lavaras da Voizez: Setu m'eo tost an deiz ma varvi. Galv Jozue, en em gavit e teltenn an engalv, hag e roin dezhañ va urzhioù. Moizez ha Jozue a yeas d'en em gavout e teltenn an engalv.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Setu, emaout o vont da gousket gant da dadoù. Ar bobl-mañ a savo hag en em roio d'ar gasterezh gant doueoù estren ar vro e-lec'h ma'z eont e-barzh, hag e tilezint ac'hanon hag e torrint va emglev am eus graet ganto.


Klañv eo bet e gwirionez, ha tost d’ar marv, met Doue en deus bet truez outañ, ha nann hepken outañ met ivez ouzhin-me, evit na’m bije ket tristidigezh war dristidigezh.


Rak bet eo tost d’ar marv evit labour Krist, o vezañ risklet e vuhez evit sikour ac’hanon er servij na c’hellec’h ket reiñ din hoc’h-unan.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan