Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 2:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Neuze Elia a gemeras e vantell hag a rollas anezhi, hag e skoas war an doureier, en em rannas aze hag amañ, hag e tremenjont o-daou war ar sec'h.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 2:8
12 Iomraidhean Croise  

Kerkent ha m'en doe Elia he c'hlevet, e pakas e zremm en e vantell hag ez eas er-maez d'en em zerc'hel e digor ar c'hev. Ha setu, ur vouezh a zeuas dezhañ en ur lavarout: Petra a rez amañ, Elia?


Elia a yeas ac'hane, hag e kavas Elizea mab Shafad, a oa oc'h arat. Daouzek koublad ejened a oa a-raok dezhañ, hag eñ a oa gant an daouzekvet. Elia a dremenas hebiou dezhañ hag a daolas e vantell warnañ.


Kemer a reas ar vantell en doa Elia lezet da gouezhañ diwarnañ, hag e skoas war an doureier en ur lavarout: Pelec'h emañ an AOTROU Doue Elia? Eñ ivez a skoas war an doureier, en em rannas aze hag amañ, hag Elizea a dremenas.


Met mibien Israel a gerzhas e-kreiz ar mor war ar sec'h, hag an doureier a rae ur voger a-zehou hag unan all a-gleiz.


An AOTROU a lakaio da verz brec'h-vor an Ejipt, sevel a raio e zorn war ar stêr en ur c'hwezhañ gant nerzh, en ranno e seizh gwazh-dour, hag e vo treuzet gant botoù.


Dre ar feiz e treuzjont ar mor Ruz evel pa vije bet douar sec’h, an Ejiptiz o vezañ esaeet tremen a voe beuzet.


meinataet e voent, heskennet, amprouet, lazhet int bet gant ar c’hleze, redek a rejont amañ hag ahont, gwisket gant krec’hin deñved ha girvi, en dienez a bep tra, heskinet ha gwallgaset,


Ar c’hwec’hvet ael a skuilhas e hanaf war ar stêr vras Eufratez. He dour a sec’has evit kempenn an hent da rouaned ar sav-heol.


Hag e lavaras dezhi: Penaos eo e stumm? Respont a reas: Un den kozh a bign, gwisket gant ur vantell. Ha Saül a gomprenas e oa Samuel, hag e plegas e zremm d'an douar, hag e stouas.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan