Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 2:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Elia a lavaras dezhañ: Chom amañ mar plij, rak an AOTROU a gas ac'hanon d'ar Jordan. lavarout a reas: An AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev! Ne zilezin ket ac'hanout. Evel-se ez ejont o-daou di.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 2:6
9 Iomraidhean Croise  

Abraham a gemeras ar c'hoad evit al loskaberzh hag en lakaas war Izaak e vab. Neuze e kemeras an tan hag ar gontell en e zorn; hag ez ejont o-daou asambles.


Abraham a respontas: Va mab, Doue a bourvezo e-unan an oan evit al loskaberzh. Hag e kerzhjont o-daou asambles.


Elia a lavaras da Elizea: Chom amañ mar plij, rak an AOTROU a gas ac'hanon da Vetel. Met Elizea a lavaras: An AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev! Ne zilezin ket ac'hanout. Evel-se e tiskennjont da Vetel.


Mamm ar bugel a lavaras: An AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev! Ne zilezin ket ac'hanout. Hag e savas hag ez eas war he lerc'h.


Kerkent ha ma en em gavas ar re a zouge an arc'h er Jordan, ha ma voe glebiet treid an aberzhourien a zouge an arc'h e bord an dour, hag ar Jordan a fenn dreist e ribloù e-pad holl amzer an eost,


Ro urzhioù d'an aberzhourien a zoug arc'h an emglev o lavarout: Pa viot erruet e-kichen doureier ar Jordan, e chomot a-sav er Jordan.


Ha Rud a lavaras: Na zoug ket ac'hanon da'z lezel, evit pellaat diouzhit, rak el lec'h ma'z i ez in, el lec'h ma chomi e chomin, da bobl a vo va fobl, ha da Zoue a vo va Doue,


Hi a lavaras: Me az ped, va aotrou! Ken gwir ha ma vev da ene, va aotrou, me eo ar vaouez en em zalc'he ez kichen hag a bede an AOTROU .


David a douas c'hoazh o lavarout: A-dra-sur e oar da dad em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, hag en devo lavaret: Ra ne ouio ket Jonatan kement-mañ, gant aon na vefe glac'haret. Met an AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev, ur c'hammed 'zo etrezon-me hag ar marv.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan