Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 2:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 Hag ac'hane e pignas da Vetel. Evel ma pigne dre an hent, e teuas paotred vihan eus kêr, oc'h ober goap outañ o lavarout: Pign moal! Pign moal!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 2:23
34 Iomraidhean Croise  

Sara a welas mab Agar an Ejipsianez o c'hoarzhin, an hini he doa ganet da Abraham.


Hag evel ma kendalc'hent war o hent en ur gerzhout hag en ur gomz, setu ur c'harr tan ha kezeg tan a zispartias an eil digant egile, hag Elia a bignas d'an neñvoù en ur gorventenn.


Elia a lavaras da Elizea: Chom amañ mar plij, rak an AOTROU a gas ac'hanon da Vetel. Met Elizea a lavaras: An AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev! Ne zilezin ket ac'hanout. Evel-se e tiskennjont da Vetel.


An doureier a voe yac'haet betek hiziv, hervez ar ger en doa disklêriet Elizea.


Hag e rejont goap ouzh kannaded Doue, o tisprizañ e gomzoù, hag e tismegañsjont e brofeded, betek ma savas kement fulor an AOTROU a-enep e bobl, ken na voe mui a bareañs.


Ar vugaligoù zoken a zispriz ac'hanon, mar savan e komzont em enep.


Met bremañ tud yaouankoc'h egedon a ra goap ac'hanon, ar re am boa re a zismegañs evit o zadoù d'o lakaat gant chas va zropell.


Laka da zremm da splannañ war da servijer, va dieub dre da drugarez.


AOTROU, ra ne vin ket mezhek rak da aspedet em eus, ra vo mezhek ar re zrouk, ma vo o genoù serret e lec'h ar marv!


Ha pa em eus brañsellet, ez int en em vodet laouen, en em vodet int hep ma ouien, o skeiñ ac'hanon, o regiñ ac'hanon hep paouez.


Ar bugel a ro da anavezout dija dre e oberoù, hag e vo glan hag eeun ar pezh a raio.


Ar sotoni a zo stag ouzh kalon ar bugel, met gwialenn ar c'hastiz a bellaio anezhi dioutañ.


Kelenn ar bugel diwar-benn an hent a dle heuliañ, zoken pa vo kozh ne bellaio ket dioutañ.


Kas kuit ar glac'har diouzh da galon, ha pella ar poanioù diouzh da gig, rak oad tener ha yaouankiz n'int nemet avel.


A! Broad pec'herez, pobl bec'hiet a zireizhder, gouenn drouk, mibien aet brein! Dilezet o deus an AOTROU, disprizet o deus Sant Israel, en em zistroet int war-dreñv.


Ar bobl a vo gwasket unan dre egile, ha pep hini dre e nesañ. Ar bugel a grogo en den kozh, hag an den a netra en hini a zo enoret.


O AOTROU! Va hoalet ec'h eus, hag on bet hoalet, kroget ec'h eus ennon, hag ec'h eus gounezet. Bez' ez on goapaet a-hed an deiz, pep hini a ra goap ac'hanon.


Abaoe ma komzan, e laoskan kriadennoù, krial a ran feulster ha gwaskerezh, rak komz an AOTROU a zo troet evidon en dismegañs hag e goapaerezh a-hed an deiz.


Ar vibien a zastum koad, an tadoù a enaou an tan, ar maouezed a vez an toaz, evit ober gwestell da rouanez an neñvoù hag evadkinnigoù da zoueoù estren, hag evit va imoriñ.


Betel a raio evel-se deoc'h en abeg d'ho fallentez vras. Da c'houloù-deiz e vo kaset da get roue Israel.


Tud Samaria a vo spouronet abalamour da leueoù Betaven. Rak ar bobl a raio kañv warno, hag o aberzhourien a greno evit o gloar a ya da vont kuit eus o c'hreiz.


Mar gastaouez, Israel, ra ne zeuio ket Juda da vezañ kablus. N'it ket da C'hilgal, na bignit ket da Vetaven, ha na douit ket: An AOTROU a zo bev!


Pa en devo un den e benn dibourvez a vlev, ur moal eo, glan eo.


en deiz ma kastizin Israel evit e zisentidigezh. Me a gastizo aoterioù Betel, bruzunet e vo kernioù an aoter hag e kouezhint d'an douar.


Kit da Vetel ha pec'hit, da C'hilgal ha pec'hit muioc'h! Degasit hoc'h aberzhoù adalek ar mintin, ha ho teogoù bep tri deiz!


Na glaskit ket Betel, n'it ket da C'hilgal, na dremenit ket e Beer-Sheba, rak Gilgal a vo harluet ha Betel a vo kaset da netra.


Met na gendalc'h ken da brofediñ e Betel, rak santual ar roue eo, ha ti ar roue eo.


hag evel ma oa neuze heskinet an hini a oa bet ganet hervez ar Spered gant an hini a oa bet ganet hervez ar c’hig, evel-se emañ ivez bremañ.


reoù all a dremenas dre amprouenn ar goaperezhioù hag ar skourjez, an ereoù hag ar prizon,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan