Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 2:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Kemer a reas ar vantell en doa Elia lezet da gouezhañ diwarnañ, hag e skoas war an doureier en ur lavarout: Pelec'h emañ an AOTROU Doue Elia? Eñ ivez a skoas war an doureier, en em rannas aze hag amañ, hag Elizea a dremenas.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 2:14
16 Iomraidhean Croise  

Hag e c'horroas ar vantell en doa Elia lezet da gouezhañ diwarnañ. Hag e tistroas, hag e chomas war ribl ar Jordan.


Elizea a lavaras da C'hehazi: Gouriz da zivgroazell, kemer va bazh ez torn, ha kae. Mar kavez unan bennak, n'en saludi ket, mar salud unan bennak ac'hanout, ne responti ket dezhañ, hag e lakai va bazh war zremm ar bugel.


Perak e lavarfe ar broadoù: Pelec'h eta emañ o Doue?


Lavarout a rin da Zoue, va roc'h: Perak ec'h eus va ankounac'haet? Perak e kerzfen en dristidigezh, dindan gwask an enebour?


Evel ma hirvoud an heizez etrezek an doureier-red, evel-se, o va Doue, e hirvoud va ene davedout!


Mibien Israel a yeas e-kreiz ar mor war ar sec'h, an doureier a rae ur voger a-zehou hag unan all a-gleiz.


N'o deus ket lavaret: Pelec'h emañ an AOTROU en deus graet deomp pignat kuit eus bro Ejipt, en deus hor renet dre ar gouelec'h, dre ur vro didud ha digompez, dre ur vro kras e skeud ar marv, dre ur vro na dremene den enni ha na oa den o chom e-barzh?


Ra ouelo etre ar porched hag an aoter an aberzhourien a ra servij an AOTROU, ha ra lavarint: AOTROU, espern da bobl! Na ro ket da hêrezh d'an dismegañs ha da c'hoap ar broadoù. Perak e vefe lavaret e-touez ar pobloù: Pelec'h emañ o Doue?


Int a yeas kuit hag a brezegas dre holl, an Aotrou a laboure ganto hag a roe kred d’ar ger dre ar mirakloù a heulie. Amen.


E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a gred ennon a raio ivez an oberoù a ran, hag e raio reoù vrasoc’h eget ar re-mañ, abalamour ma’z an da gavout va Zad.


Savet eta a-zehou da Zoue, resevet en deus digant an Tad promesa ar Spered-Santel ha skuilhet en deus ar pezh a welit hag a glevit bremañ.


Gedeon a lavaras dezhañ: Siwazh, va aotrou! Mar emañ an AOTROU ganeomp, perak eta eo c'hoarvezet an holl draoù-se ganeomp? Pelec'h emañ an holl vurzhudoù o deus komzet hon tadoù diwar o fenn evel-henn: An AOTROU, ha n'en deus ket hol lakaet da bignat eus an Ejipt? Rak bremañ an AOTROU en deus hon dilezet hag hol lakaet etre daouarn ar Vadianiz.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan