Elia a yeas ac'hane, hag e kavas Elizea mab Shafad, a oa oc'h arat. Daouzek koublad ejened a oa a-raok dezhañ, hag eñ a oa gant an daouzekvet. Elia a dremenas hebiou dezhañ hag a daolas e vantell warnañ.
Elizea, o sellout outañ, a grie: Va zad! Va zad! Karr Israel hag e varc'hegiezh! He ne welas ken anezhañ. Hag o kregiñ en e zilhad, o rogas e daou damm.
Kemer a reas ar vantell en doa Elia lezet da gouezhañ diwarnañ, hag e skoas war an doureier en ur lavarout: Pelec'h emañ an AOTROU Doue Elia? Eñ ivez a skoas war an doureier, en em rannas aze hag amañ, hag Elizea a dremenas.
meinataet e voent, heskennet, amprouet, lazhet int bet gant ar c’hleze, redek a rejont amañ hag ahont, gwisket gant krec’hin deñved ha girvi, en dienez a bep tra, heskinet ha gwallgaset,
Hag e lavaras dezhi: Penaos eo e stumm? Respont a reas: Un den kozh a bign, gwisket gant ur vantell. Ha Saül a gomprenas e oa Samuel, hag e plegas e zremm d'an douar, hag e stouas.